Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
emgann kergidu

— Ac’hanta, goazed, emezhan, e fesoun e karer ober ar c’housk-mintin e kostez bro Leon ?

— Avechou dre eno, kerkouls ha dre aman, mechanz, eme-ve, e karer chomm er guele pa vezer skuiz. Evidomp-ni a zo chommet er mintin-man enn hor guele, pe, pa lavarign ar virionez, e mesk hor c’holo, abalamour ma ho poa lakeat ac’hanomp enn eur c’hraou ken du ha sac’h eur glaouaer.

— Guir an dra-ze, eme Jan-Mari, mez red oa. Hastit affo breman sevel alese, lavaret eun tamm pedennou ha dont d’an ti.

Hag hen kuit, en eur lezer ac’hanomp hon daou hon-unan. Ker buan ha ma oa eat kuit, Per a lavaraz dign :

— Petra zonjit, Iann Pennors, euz an den-ze ? Deac’h n’oa ket evit ober eur zell eeun ouzomp, hag herrio e c’hoarz ouzomp, evel pa vichemp deuet da veza mignouned a galoun.

— Ne oufen ket evit her lavaret did, Per, rak ne ouzounn ket va-unan.

— Daoust hag eun trubard e ve, bet epad an noz ouc’h hor guerza da republikaned Guengamp, ha deuet da veza laouen breman p’en deuz bet pae an trubarderez ?

— Ne gaf ket dign, rak Jan-Mari a zo eun den hag en deuz re a zoare vad. Eur goustianz eeun a rank beza enn he greiz, rak he c’hoarzadennou a ioa re galounek ; an ear en doa da c’hoarzin da vad, ha, ma viche bet eun trubard, he goustianz e diviche kals pe nebeut piket he galoun da veza guerzet daou zen n’oar ket da anaout, ha n’o deuz great drouk ebed d’ezhan.

— Evidon-me, ne ouzounn petra da zonjal ; red eo gedal ha beza var evez.

— Ar virionez a leverez, Per ; bezomp var evez. Mar deo Jan-Mari eun trubard, araok kresteiz emaomp e prizoun Guengamp. Ac’hano vezo diez tec’het, me gred ; evelato unan pe unan ac’hanomp, marteze hon daou, a c’hello kaout he dro da vont kuit, eb lavaret kenavezo da zoudardet ar republik. Mad eo d’eomp ive ’ta ober diou lodenn euz an arc’hant a zo ganeomp. Tregont skoued a ioa roet d’eomp gand an Aoutrou Kerbalanek ; eiz skoued hon euz dispignet, chomm a ra ganeomp daou skoued varnugent ; ar pez a ra peb a unnek skoued da bep hini ac’hanomp. Del, setu aman da lodenn. Mar gellez kemeret an teac’h da-unan, dalc’h sonj-mad da vont da Vaner Sant-Iann-Kerdaniel, eun teir