— Guir a leverez adarre, abalamour da ze eo guell d’eomp beza var evez. Da c’hour-gleze a zo ganez, mechanz ?
— Ia, ia, hag aoun am euz da rankout lakaat anezhan da labourat araok varc’hoaz vintin.
— Ganen-me ema va ini ive ; dalc’homp krok pep hini enn he hini, evit beza e taill da skei ma vez red.
— N’ho pezet ket a aoun, Iann Pennors, ne ket Per Kemener eo a greno he zourn.
— Da gredi a ran, Per, rak da anaout a ran. Breman lavaromp hor pedennou, evel ma’z eo red da bep kristen mad hen ober.
— Ia, kouls eo d’omp, rak skournet eo dija va divesker azindan-on.
Ha ni hon daou, Per Kemener ha me, d’an daoulin da lavaret hor pedennou evel ma her greer bep nos ha bep mintin, enn oll diez a vro Leon.
Goude ma oa achu ganeomp hor pedennou, Per a lavaraz dign :
— Iann, ha n’hoc’h euz ket guelet eun tamm sklerijenn o para varnomp epad m’edomp o lavaret hor pedennou ?
— Eo, eme-ve, me am euz guelet ive eun dra-bennag. Daoust hag arru e ved varnomp. Koulskoude n’em euz klevet trouz ebed. Ha te ?
— Na me kennebeut ; n’em euz guelet nemed evel eul luc’heden o tont euz ar zolier aze, o para eun tammik varnomp hag o vont kuit ker buan-all.
— Mad, pa ne glevomp trouz ebed, bezomp fizianz e Doue. En em astenn var da guchenn golo ha kousk ; me a jommo eur pennad dihun ; an disterra trouz a glevign, me az c’halvo.
Per ne zaleaz ket da gousket c’houek hag a benn eur pennad goude, evel ne gleven trouz ebed, hag, eun tamm ive gounezet gand skuizder ar bale, ec’h en em daoliz etouez ar c’holo hag en em roiz da gousket.
Tenval oa c’hoaz ar c’hraou, pa ouemp dihunet gand guigour an alc’houez e potaill an nor ; mez kerkent ha ma oue digoret e velchomp oa deiz braz, hag hor boa great hor c’housk-mintin. Ne oamp evit guelet netra araok, rag an nor hag ar prenestrou a ioa serret kloz varnomp.
Kenta velchomp o tont er c’hraou oue Jan-Mari, mez Jan-Mari dishevel diouc’h ma oa enn abardaez araok. Dont a reaz varzu deomp en eur c’hoarzin hag en eur c’hervel ac’hanomp.