ken c’hoant nemed da dremen eun tamm amzer en eur c’hoapaat.
— Da viana, Per, eme-ve, aman ne dapimb ket a c’hoenn.
— Nann, mez moui, pe gelienn-vors, divar ar c’hezek, ne lavaran ket avad.
— Ne pezo nemed skrabat eun tamm hag e nijint kuit.
— Du-man euz eur c’hi hanvet Korsako hag a oar ober brao kenan he vele e mesk ar c’holo ; ma karien beza eat d’ar skol ganthan n’oan ket bet ken nec’het ha ma’z oun breman.
— Na petra a laka ac’hanot da veza ken nec’het-se ?
— Petra ? Lavaret a ran d’ehoc’h ; ar c’hi a zu-man a oar ober he vele brao tre, e mesk ar c’holo, ha me ne ouzounn ket.
— Setu aze peadra da goll ar penn, evit guir ! Nec’h euz nemed ober eun toullik a ze e kreiz ar c’holo, me a raio eun all enn da gichenn ; goude-ze e chachimp eur guchenn-all a golo varnomp hag e kouskimp c’houek ac’hann da varc’hoaz vintin.
— Diviska hon dillad a rankimp da ober ive, neket ’ta, Iann ?
— Asa, Per, ro peoc’h ; diviska hon dillad evit mont etouez ar c’holo !
— Mad, pa oan bian e Kervern, va mamm a lavare dign : Divisk atao da zillad, Perik, var ar bank araok mont enn da vele, gant aoun da louza al linseriou. Daoust ha breman pa’z oun braz ne dlean ket ober ar memez tra ?
— Ia, mez aman n’euz linser ebed evelse.
— Ah ! n’euz linser ebed enn hor guele ! Ar re-man a zo gueleou egiz Treger neuze ’ta, Iann ?
— Ehan da farsal, Per, ha kaozeomp da vad. Petra zonjez euz a Jan-Mari, an ozac’h, hag euz he vugale ?
— Petra a zonjan ? E feiz, netra a vad ebed, avad. Jan-Mari a zo seac’h ha rok an tamm anezhan ; he dri vab o deuz an ear da veza potred stard, ha n’o deuz ket aoun rak ho skeud.
— Kaout a ra d’id e vent tud vad, tud a relijion ?
— N’heller ket barn an dud dioc’h ar guel, mez evit an digemer o deuz great d’eomp n’eo ket euz ar re gaerra.
— Nann, guir a leverez. Koulskoude pa zeller ouc’h Jan-Mari, n’heller ket miret da gaout eun ear a zen honest varnezhan.
— Ia, mez hevella a zo oc’h eun den honest eo eul laer.