Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
325
emgann kergidu

bennag, evel c’houi ha me, e rankot diskouez eo guir ar pez a livirit, pe den n’ho kredo, pe zoken e rankot dislounka ho lavar dirak ar barner, ar pez a goust arc’hant avechou.

— Ha ne ket er memez tra evit ar veleien ?

— Nann ; avoualac’h eo tamall anezho, lavaret traou divar ho fenn, n’euz forz pegen diskiant e c’helfent beza ; an traou diskianta a vez kredet da genta, an oll a gredo ac’hanoc’h, hag ar veleien a zo ken aounik, ma ne gredont lavaret ger.

— Mad, Berthou, klevet a ran ac’hanoc’h, ha chom a ran sebezet ouc’h ho klevet.

— Varc’hoaz e klefot goasoc’h c’hoaz, rak varc’hoaz, evel am beuz lavaret d’eoc’h, ho persoun a ranko en em zislavaret euz ar gador, dirak an oll, dirak Doue, paotred Plougasnou.

— Ma rank en em zislavaret enn he zermoun, e vezo red d’eoc’h da viana her lavaret d’ezhan araok an ofern ?

— Hennez eo ive va mennoz.

— Neuze-ta e vezoc’h du-man varc’hoaz araok an ofern bred ?

— Ia, ha rok an tamm ac’hanoun, zoken.

— Ha da bed heur e vezoc’h e ti an Aoutrou persoun ?

— An ofern bred, am beuz klevet lavaret, a zo da zek heur e Plougasnou ; mad, da nav heur, me a vezo krog enn ho persoun.

— Da nav heur ? Mad, me her lavaro da gement hini a velign, ha ni a en em gavo ganehoc’h eno neuze, hag a velo penaoz ez ai an traou.

— Ia, ia, deuit, hag e velfot penaoz e vezo kribet he benn d’hoc’h Aoutrou persoun Troadec.

— Mont a raimp, Berthou. Kenavezo varc’hoaz !

Hag an dud bodet, enn dro da di ar Berthou, epad ar gount-se, d’ar gear hep banne ebed.

Antronoz, eun tamm araok nav heur, edo ar Berthou e bourk Plougasnou. Ar brud euz ar pez en doa, enn derc’hent, lavaret enn Dour-Du, a ioa bet kaset gand tud an ofern vintin dre bevar c’horn ar barrez, ha zoken dre Zant-Iann. Enn abek da-ze oa leun ar c’hoc’hi a dud, mall gant-ho klevet ar Berthou oc’h ober he gomz. An Aoutrou Troadec n’en doa klevet menek ebed euz ar pez a ioa c’hoarvezet enn Dour-Du, ha den n’en doa lavaret d’ezhan e tlie ar Berthou dont d’her c’haout. Evel-se edo erru dinec’h euz he di d’an iliz da gofez he dud. Chom a reaz souezet o velet