Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/324

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
316
emgann kergidu

traou a iea er vro evel araok an dispac’h vraz. Neuze e kouezaz kerse var ar c’here.

Anavezet gand an oll, den ne d-ea var he dro ; tec’het a reat diouc’h out-han evel ma tec’her diouc’h ar c’hi klan. Nak hen, ken nebeut, ne d-ea var dro den ; ne veze zoken na var dro belek, na var dro iliz ebed. Chom a rea enn he di ne c’hoar den da ober petra. Avechou, pa veze kouezet an noz, e veze guelet o vont he-unan a-hed an hentchou distro da aveli he benn. Mez kerkent ha ma vele unan-bennag, e tistroe divar-n-han hag e teue d’ar gear a-dreuz ar parkeier pe ar c’hoajou.

Evel a velit, n’oa ket brao doare ar c’here. Mez goasoc’h en em gavaz gant-han c’hoaz eur bloavez-bennag goude m’oa deuet ar peoc’h, rak koueza a reaz an dienez enn he gear. « Ar pez a deu a-berz an diaoul, a leverer, a ia oll d’he houarna, ha c’hoaz e chom d’ezhan eun troad dishouarn. » E ti kere Pount-Eoun ec’h en em gavaz guir ar c’homzou-ze. Ar c’here en doa laeret meur a dra, meur a vennek, meur a bez daou-skoed zoken ; arc’hant avoualac’h a ioa bet etre he zaouarn evit beza pinvidik bete fin he vuez ; hag evelato, breman n’en deuz guennek ; teuzet eo he oll-vadou etre he zaouarn. Doue her guele, Doue her gede, ha breman Doue a sko, rak deuet eo he dro.

Ne ket gand kere Pount-Eoun epken eo c’hoarvezet kement-se. An darn-vuia euz ar re ho doa, epad an dispac’h, laeret leveou an Iliz pe re an noblansou, a zo deuet da veza paour, ha va-unan em beuz roet an aluzenn da vugale lod anezho. Lod a zalc’h marteze c’hoaz ho danvez ; mez ha ne velit-hu ket ho bugale, pe ho bugale-vian, o tont var an douar mud pe diot ? Ha mar teuont divac’hagn er bed-man, e varvont e-kreiz ho brud hep lezer ho hano var ho lerc’h. Setu petra c’hoarvez peur-vuia gand ar re a laer madou an Iliz hag ar zent.

Kouezet a-nevez er baourentez, ar c’here en em lakeaz adarre da labourat var he vicher goz. Mez hini a dud ar vro ne roe d’ezhan an disterra tamm labour ; oll hen anavezent, ha den ne falveze d’ezhan na mont d’he di, na komz eur ger epken out-han, na zoken teuler he zourn var ar pez a viche bet etre he viziad. Aoun a ioa da veza stlabezet ; c’houez ar muntr, c’houez ar goad a ioa gant-han... Eur Santegad pe eur Roskoad bennag, avechou, abalamour ma ne gouie ket hen anaout, a roe d’ezhan eun tamm koz