Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/325

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
317
emgann kergidu

botez-ler-bennag da c’hriat ha da aoza, pa veze o vont a-biou da verza, da Vontroulez, he artichaot, he ougnoun hag he gignenn ; mez nebeut paet e veze evit an tammou labour dister-ze, hag ar guenneienn a c’helle da gaout ne badent ket pell. Kerse oa ive-ta gand ar c’here, hen boazet da ober cher-vad gand ar zoudarded. Evelse he c’hrek hag he vugale a ioa enn noaz ; n’oa ket a arc’hant da brena dillad d’ezho. Goasa ma oa, oa d’he vugale. Avechou, evit-ho da veza hanter-noaz, e c’hoanteant mont da c’hoari gand ar vugale-all a dro-var-dro. Daoust ha ne ket nez d’ar vugale, ken paour, ken pinvidik, kaout c’hoant da vont da c’hoari an eil gand egile ? Mad, kerkent ha ma vezent guelet o tont e-touez ar vugale-all, e klevet dioc’htu unan-bennag o lavaret :

— Erru a-ze bugale ar c’here trubard ; d-eomp ac’halenn d’ar gear.

Pep hini a iea raktal enn he hent ; nikun ne choume gand bugale ar c’here ; evel aoun a ioa raz-ho.

Hag ar vugale baour a zistroe d’ho zi en eur vouela da lavaret d’ho mamm ne vezent hanvet nemed bugale eur c’here trubard. Ne gouient ket petra oa ar c’homzou flemmuz-se, rak d’an oad o doa ne zonjent e drouk ebed, hag ho c’haloun n’oa ket evit rei d’ezho da gredi n’oa ho zad nemed eun trubard hag eur muntrer. E peleac’h eman ar c’hraouadur mad hag a gaf abek enn he dad ? Mez ma ne gouient ket petra oa ar c’homzou-ze, e kavent evelato diez kenan guelet an oll vugale-all o kemeret an teac’h ker buan ha ma vezent guelet o tont. Ho mamm geaz, ouc’h ho c’hlevet, a vouele dourek, rak hi e doa eur galoun vad, ha ne doa biskoaz heuliet he fried enn he oberou fall. Evelato ec’h anaveze he dorfejou, hag abalamour da-ze e doa aoun ha mez o vont e-touez an dud, ha ne d-ea er meaz euz he zi nemed, evel ar bleiz euz he goat, pa deue an naoun d’he goaska.

Truezuz oa, evel a velit, doare an tiad tud-se, braz ha bian, ha kouskoude den n’en doa truez out-ho. Pa lavaran n’en doa den truez out-ho, e fazian. Unan a ioa er vro hag a gase d’ezho bep sizun he aluzenn, hag anez e vichent marvet gand an naoun ; hounnez oa Mari Kreac’h, grek Per ar Zant, c’hoar-gaer Anna ar Zant ! N’oa ket evit mont he-unan, a lavare, betek ti ar c’here, rak ar guel anezhan a roe kridienn ha spount d’ezhi — ha ne ket hep souez, — mez kas a rea he flac’h enn he leac’h da gas he aluzenn. Ar plac’h zoken ne d-ea ket enn ti, gervel a rea ar c’hrek, rei