Marteze e karfac’h ive gouzout petra oa deuet da veza enn he gozni kere trubard Pont-Eoun, en doa kaset d’ar maro an Aoutrou Gall, an Aoutrou Coarigou, Anna ar Zant, ha marteze re-all c’hoaz ; ne c’hoar den. Me garfe her lavaret d’eoc’h, mez n’oun ket evit hen ober, da viana gand guirionez penn-da-benn. Setu aman evelato ar pez a c’hellan da gounta d’eoc’h.
Epad ma chomaz an drubuill dre ar vro, ar c’here ne veze guelet er gear nemed dervesiennou. Bemdez a veze gand ar zoudarded o c’haloupat bro, o tiskouez d’ezho an hentchou hag an tiez mad. Pa veze lakeat eun tiegez e skrab, ar pez a c’hoarveze aliez, ar c’here ne veze ket da ziveza oc’h ober furch. Evel ma gouie guelloc’h eged ar zoudarded, n’oant nemed divroidi, giz ar vro ha boasiou an dud, e veze peur-vuia da genta o lakaat he graban var ialc’h ar mestr. Pa c’helle e c’huzet, he lakea buan-ha-buan enn he c’hodel, hag e veze kuit da ranna gand ar re-all. N’euz forz penaoz ez ea an traou, ar c’here en deveze atao eul lodenn-bennag, braz pe vian, rak ne ehane da grial ken na veze roet d’ezhan. Evit netra enn deveze he voued. Pa veze e Kastel, e Montroulez, e Brest pe e Lesneven gand ar zoudarded, e veze bevet gant-ho, ha pa’z ea var ar meaz, e veze bevet, evel ar zoudarded, divar goust an ti ma vezet enn-han. Er c’hiz-se, me gaf d’ign, en doa destumet meur a vennek, ha, bep tro ma teue d’ar gear, e teue evit kuzet an arc’hant hen doa laeret.
A drugare Doue, ar barrad goal-amzer-ze a dremenaz. Euz ann env, Doue a reaz eur zell a druez ouc’h Breiz ; avoualac’h a bennou a ioa bet diskaret, avoualac’h a c’hoad skuillet. Digas a reaz ar peoc’h d’hor bro. An ilizou a oue digoret, hor beleien a deuaz enn dro, hag abars nemeur, an