— Ho taou benn-c’hlin a zo re hirr an eil diouc’h egile, red eo ho zostaat.
Corintin a reaz ar pez a ioa gourc’hemennet d’ezhan.
— Mad avoualac’h evel-se. — Tostait ive ho treid an eil ouc’h egile, rak var ar plankenn n’ho pezo ket kement-se a frankiz da fringal.
Corintin a dosteaz he dreid an eil ouc’h egile, ha setu hen eeun evel eur vaz.
— Breman e rankit astenn ho kouzouk.
Ha Corintin da astenn he c’houzouk.
— Ne ket mad evel-se. Arabad eo d’eoc’h sevel ho penn varzu an neac’h, red eo her plega. Harpit ho tal ouc’h an douar.
Corintin a zentaz adarre.
— Breman, astennit ho kouzouk muia ma c’hellot... Muioc’h c’hoaz...
Ha Corintin a astenne he c’houzouk.
— Mad avoualac’h evel-se. Breman e c’hellit sevel. N’hoc’h euz nemed ober er c’hiz-se e berr, ha ne vezor ket pell evit ober ho stal d’eoc’h.
Corintin a zavaz enn he za ken dinec’h ha ma save a-ziagent divar bennou he zaoulin goude beza lavaret he bedennou dioc’h an noz pe dioc’h ar mintin.
Mevel ar bourreo a choume da zellet out-han ; n’oa ket evit gouzout petra ioa e penn Corintin.
— Daoust, eme-z-han, ha kollet en deuz, he benn ? Pe c’hoant en deuz, dre eur brabanserez diskiant, diskouez n’en deuz ket a aoun rak ar maro ?
C’hoant her gouzout en doa : abalamour da-ze e lavaraz da Gorintin :
— Breman, me gred, e tle beza mao ho spered ha laouen ho kaloun p’am beuz ho kentelliet kerkoulz ?
— Ia, va den mad, eme Gorintin, breman oun dizoan ha dinec’h, bennoz Doue deoc’h evit ho madelez. Breman e c’houzoun petra a rankign da ober pa deuio ho mestr d’am dibenna, ha netra ne viro ouzign da lakaat va spered da sonjal e Doue, ha va c’haloun d’her c’haret betek va huanad diveza.
Setu penaoz e varve hon tud koz !