Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/321

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
313
emgann kergidu

evel-se ho chapeled var ho biziad, enn ho gouele, enn noz, pa ne c’hellent ket kousket, evit kas enn he hent an drouk-spered, pa deue da c’houlen digor enn ho c’haloun ha da glask ho sacha er pec’hed. Mad, an Aoutrou Coarigou en doa desket ive da Gorintin ar c’hiz-se da bedi Doue, ar pez a rea eur vad vraz d’he galoun hag a verrea kalz hirder an amzer.

Var dro kresteiz e teuaz unan euz a vevelien ar bourreo, pe an dibenner tud, da lavaret d’ezhan oa mall beza kempennet evit mont d’ar maro da deir heur evel m’en doa c’hoant.

— Beza kempennet, eme Gorintin ! Ha petra am beuz-me da ober evit an dra-ze ?

— Red eo trouc’ha ho pleo.

— Pell braz a zo n’int ket bet trouc’het ; ha perak ho zrouc’ha herrio, pa’z eo guir a-benn eberr e vizign maro ?

— Abalamour gand ar bleo hirr-ze e ve re ziez d’eomp-ni ober hor micher varnoc’h. Hastit buan dont aman er sklerijenn, rak ni n’hon beuz ket kement-se a amzer, aman ez euz labour.

— C’houi a c’hoar ho micher ; mad, grit ar pez a zo red da ober.

Goude ma oue kempennet, Corintin a droaz ouc’h mevel ar bourreo, hag a lavaraz d’ezhan :

— Va den, c’houi oc’h euz kaset meur a hini da Varadoz an Aoutrou Doue ; c’houi ive-ta a c’hoar penaoz e ranker en em lakaat evit mervel evel ma’z eo red ; c’houi hoc’h euz eun ear vad, evidoc’h da gaout eur vicher zivalo ; ha beza o pefe ar vadelez da ziskouez d’ign petra da ober, penaoz en em lakaat evit kaout taol ar maro ?

— Oh ! ia-da. Ne ket diez ho kentellia. Deuit aman da gichen ar prenestr, ha me hen diskouezo d’eoc’h.

Corintin a ieaz d’he heul.

— Kenta hoc’h euz da ober, eme mevel ar bourreo, eo en em astenn a-ze var an douar.

Corintin a ieaz var bennou he zaoulin.

— Ne ket avoualac’h kement-se, red eo d’eoc’h gourvez enn hoc’h hed.

Corintin a c’hourvezaz.

— Breman, lakit ho taouarn var ho kein, rak er c’hiz-se e vizint staget d’eoc’h.

Corintin a astennaz he zaou-zourn a-hed livenn he gein.