vamm ? Mez, nag Anna, na Mari, n’ho doa sonjet e kement-se. C’hoant ho doa ho diou da rei ho buez an eil evit e-ben.
Ia, ken nez oa ho mamm d’ar vugaligou baour, ma teuaz pevar anezho d’en em deuler e barlenn ho mamm en eur vouela hag en eur grial : Nann, va mamm, c’houi ne d-eot ket gand ar zoudarded, c’houi a choumo ganeomp-ni. — N’hon euz tad ebed, eme Iannik, ha, mar d-it gant ar zoudarded, n’hor bezo mamm e-bed kennebeut !
— Ac’hanta, klevet a rit, va c’hoar, eme Anna, evel dizammet ?
— Mari ne respountaz ger : dont a reaz da veza drouklivet ; he daelou a zac’haz ; he daoulagad a droaz enn he fenn ; koueza a reaz semplet e starn-an-daol... Re bounner beac’h oa ar c’homzou-ze evit kaloun eur vamm.
Anna hag ar plac’h he zavaz var ar skaoun. He daelou a deuaz da reded a-nevez, mez ne lavare netra ; ne rea hemed difrounka ; he c’haloun a lamme enn he c’hreiz evel p’en diviche c’hoant da strinka er meaz. Eun truez oa he guelet !... He c’hoar Anna, evel krenveat gant Doue, ne zigalounekea tamm. Treac’h oa d’he c’hoar, gounit a rea ; hi eo a dlie mont antronoz gand ar zoudarded d’ar prizoun, ha goude-ze d’ar maro. Ne glaskaz ken komz euz an dra-ze d’he c’hoar, rak aoun e doa da ober poan d’ezhi a-nevez.
Gervel a reaz da zont d’he c’haout eur mevel koz a ioa mevel e Penn-an-Neac’h p’edo ho zad ouc’h ho zevel, he breur Per hag hi, hag a ioa evel unan euz a gerent an ti. — Ar mevelien-all a ioa eat, eur pennad a ioa, pep hini anezho d’he vele hep tamm d’he goan, ker glac’haret oant o velet ar pez a ioa c’hoarvezet hag o klevet ar pez a c’hoarvesche antronoz vintin. — Ho zri, Anna, Moriz hag ar plac’h, a grogaz e Mari evit he lakaat enn he gouele, er penn huela euz ar gampr, rak n’oa ket evit chom ken var he zreid. Ar plac’h a choumaz enn he c’hichen gand aoun ne diviche eur fallaenn-all. Anna ha Moriz a deuaz kuit.
Moriz, he galoun rannet, a azezaz var eur skabell e korn an aoled. An daelou a rede dourek euz he zaoulagad a-hed he ziouvoc’h roufennet gand ar gozni. Anna, evit beza dare da vont enn hent kerkent ha ma teuchet d’he c’hlask, a en em lakeaz dioc’h-tu da lakaat an traou enn urz vad, ha da zestum an traou a dlie beza kuzet araok ma teuche ar zoudarded enn dro da furcha a nevez an ti, rak an disterra tra a ioa avoualac’h evit lakaat devi antronoz tiegez Penn-an-