Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/305

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
297
emgann kergidu

berad. Bep sourrad avel a glefenn, enn noz, a gaf d’ign a ve hoc’h ene o tont da rebech d’ign va laoskentez ha va nebeut a galoun.

Edo Mari oc’h achui he c’homz, pa glefcheur trouz er porz.

— Erru ar zoudarded enn dro, eme Anna, di-me eo mont gant-ho, ha mont a rign.

— Nann, nann, eme Vari, me eo am beuz roet lojeiz d’ar veleien.

Ne ket ar zoudarded a ioa erru er porz, bugale Mari oa.

Pa oue guelet ar zoudarded o tont en ti gand kere Pont-Eoun, Mari a lavaraz d’he flac’h, gand aoun n’en em gafche drouk gant he bugale, kemeret anezho buan ha mont gant-ho da guzet e ti eun amezek-bennag. Ar plac’h a ioa eat, ha, breman p’oa deuet an abardavez-noz, pa gouie oa eat eur pennad e ioa, ar zoudarded enn ho hent, oa erru d’ar gear d’ho digas d’ho mamm.

Ar vugale a deue er porz en eur c’hoari, en eur c’hoarzin, o reded an eil var-lerc’h egile, evel m’oant boazet d’hen ober bemdez. Daoust hag int-hi a anaveze ar c’hlac’har a ioa enn ho zi ! Ar c’hosa anezho a ioa o ren he unnek vloaz epken !

— Va c’hoar, eme Anna, evel sklerijennet en eun taol euz an env, setu aman ho pugale ; ha c’hoant hoc’h euz d’ho c’huitaat ha d’ho lezer var an douar eb den d’ho c’helen, d’ho lakaat var an hent mad ?

— C’houi, Anna, a raio em leac’h.

— Nann, n’oun ket evit hen ober. Den ne c’hell derc’hel plas eur vamm e kenver he bugale ; eur vamm a dle chom gand he bugale keit ha mar plij gand Doue he lezer, ha c’houi a dle chom gand ho re. Greomp guelloc’h, goulennomp digant-ho petra da ober : ar virionez a glever aliez a c’hinou ar c’hrouadur.

Ha ker buan Anna, hep gortoz respount he c’hoar, da c’hervell map kosa Mari.

— Deuz aman, Iannik, ha selaou mad ac’hanoun. Varc’hoaz vintin e tle soudarded dont aman adarre da gerc’hat da vamm pe me da vont gant-ho d’ar prizoun, evel m’int bet, er gentaou, o kerc’hat an Aoutrou persoun ha belek ar gouent ; mad, lavar d’ign pehini ac’hanomp hon diou a ielo gant-ho.

Na penaoz e vez penn an den, mareou a vez ! Daoust ha n’oa ket nez da Iannik goulenn e chomche gant-han he