Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
299
emgann kergidu

Neac’h enn he bez. Goude-ze e lakeaz en eur baner eun tammik dillad evit-hi ; nebeudik, rak diskredi a rea n’e doa ket izoum a galz. P’e deoue great an traou-ze, e teuaz da gaout he mevel koz.

— Moriz, deuit d’am c’haout, emez-hi.

— Petra eo, Anna.

— N’emaoun ket enn arvar divar ho penn. Va guelet hoc’h euz bianik, pa ne c’hellen ket c’hoaz bale ; abaoue ma’m beuz skiant, n’em beuz guelet ganeoc’h nemed pep seurt giz vad. Doujanz Doue a zo enn ho kaloun, fisianz am beuz enn-hoc’h, hag ez an d’hen diskouez d’eoc’h. Deuit aman gan-en em c’hamprik.

Ha Moriz a ieaz varlerc’h Anna.

— Guelet a rit ar c’houfr bian-man?

— Ia, Anna.

— Mad, enn hennez eman arc’hantiri ha traou sakr an Iliz. Setu aman an alc’houez hen digor, enn-hoc’h-c’houi e fizian anez-han. Va c’hoar-gaer ne ket deuet c’hoaz avoualac’h enn-hi he-unan, n’em beuz ket a c’hoant da nevezi gouliou he c’haloun en eur lavaret d’ezhi e ran an dra-man. Hennez, ar c’houfr-se, a ranker da guzet a-raok ar zoudarded. Evit-se n’euz nemed eun dra da ober : kemerit ho pal, ha breman p’eo noz, pa ne c’hell den ho kuelet, it du-hont da gorn ar jardin, e tu ar zao-heol, grit enn douar, a-zindan ar vezen lore, eun toull braz ha doun avoualac’n evit her lakaat. Varc’hoaz, dioc’htu ma vezign-me eat kuit, lavarit d’am c’hoar-gaer e peleac’h eo kuzet ha petra a zo enn-han. Roit ive an alc’houez d’ezhi. Lavarit ive ar memez tra da Loranz ar Sann, a Lopreden ; hennez a zo ive eun den eeun hag a zoujanz Doue ha ne verzo ket ac’hanomp. Guelloc’h eo e c’houfe daou pe dri e peleac’h eman traou an Iliz eged ho guelet o vont da goll, rak ne c’hoar den petra c’hell c’hoarvezout c’hoaz dre aman. Marteze, siouaz ! e ranko ouc’h-penn unan dont var va lerc’h-me.

Moriz a grogaz enn he bal hep lavaret ger ; ne rea atao nemed vouela... Ar paour keaz koz !...

Great an toull, ar c’houfr a zo ebarz, var gorre euz taolet douar, a-rez douar ar jardin.

— Breman, Moriz, eme Anna, e c’hellit mont d’ho kouele da ziskuiza ha da gousket eun tamm.

— Great eo va c’housk evit fenoz, Anna geaz, eme Voriz, oc’h huanada !