Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/300

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
emgann kergidu


Kaloun hag habaskded,
Intanvez, bugel paour,
Doue en deuz voestlet,
Evit eur banne dour,
Roet enn he hano.
Gobr kaer ha dudiuz,
Ebarz er vuez peur-baduz.

Kimiad, pobl a Gastel !
Kimiad, penitanted !
N’en em velfomp ken pell.
Dalc’hit d’ar feiz bepred :
Nep a goll he vuez
’Balamour da Zoue,
Hep mar ebed, he zavete.

Kimiad, va breur Guillou !
Kimiad, va breur Biel !
Dalc’hit var ho taelou :
’Barz ’n oll lezen santel
E kafot abegou
A frealzidigez :
Heulit-hi gand guirionez.

Va breudeur beleien,
Na gollit ket kalon,
Labourit da zifenn
Er vro, ar feiz guirion.
’Vit gounit eun ene
Disprizit ar maro,
Ha Doue kerkent ho paeo.

Va breudeur beleien,
Nevez merzeriet,
O deuz ho c’hurunen
’Barz enn env kemeret :
Me ho ped, va Jezuz,
Da rei d’ign ho c’halon,
Ma arruign ’kichen ho zron.

Evel ar Vadalen
Dirazoc’h daoulinet,
Gand glac’har hag anken,
Me a vel va fec’hed :
Va Doue, pardounit,
Ha na zisprijit ket
Eur galon uvel, glac’haret.

Erruet eo eta
Penn va firc’hirinded,
Kuitaat a ran gand joa
Ar bed-man miiliget
Evit monet d’ar c’hloar,
En deuz Doue goestlet
D’an nep en devo kendalc’het.