Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
291
emgann kergidu


Ped mil a eneou
’C’heuz a vreman kollet,
Dre hoc’h oll goall skoueriou,
Te ha da vignouned !
Touerien fall, direiz,
Dre oll e rit brezel
Da Jezuz, d’he Iliz santel.

Eur veach dilezet
Gant ho kraz, va Doue,
Evel dour ’vez efet
A bep seurt fallente :
Arruet ’barz al lonk
Ar pec’her kaledet,
Ha ! ped goall a zo gant-han gret !

Sklerait ho daoulagad,
Va Doue, d’ar re zall ;
Enn abek d’ar re vad,
Espernit ar re fall :
Lakit, mar plij ganeoc’h,
Mar d’eo ho madelez,
Ar peoc’h en hor rouantelez.

Gand ho kraz, va Jezuz,
Me c’houzanvo laouen,
Pep seurt poaniou grevuz,
Kounnar va bourrevien.
Me a varvo enn Iliz,
Va c’horf ’iel d’ar maro :
Hogen va feiz a c’hounezo.

Ra zeuio va maro,
Jezuz, Salver ar bed,
Da rei ar peoc’h d’am bro
Ha c’hoaz ar sioulded ;
Ma vezo hoc’h hano,
Keit-all ’zo blasfemet,
E pep bro gand an oll meulet.

Ia, dre vir, va Doue,
Me ra gand levenez,
Euz va c’horf, va bue,
An azeulidigez :
Bezet d’eoc’h dudiuz
Pardouni, me ho ped,
Tud kabluz ha tud dirollet.

Va brasa kalounad
O kuitaat ar bed-man,
Eo ma’z oar ken divad
Ma’z eer da gastiza
Va madouberourien,
Va brasa mignouned,
’Vit va beza digemeret.