Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/301

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
293
emgann kergidu


O dervez dudiuz !
O laouenedigez !
Mont da gaout Jezuz
Enn he Rouantelez !
Beza abarz nemeur
Er Barados gant-han,
Da virviken oc’h ehana !


Ha ne ket gounezet ho kaloun ? Ha ne deu ket an dour enn ho taoulagad o klevet kana eur ganaouen ken doaniuz ?


————


SEIZVET PENNAD VARN-UGENT


————
Anna ar Zant


Distroomp breman da Benn-an-Neac’h da velet penaoz ez a an traou dre eno.

Goude m’oa eat ar zoudarded enn ho hent gand an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou, Anna ar Zant ha Mari Kreac’h a joumaz ho diou mantret ha sebezet. Hini anezho ne lavare ger ; n’oant ket evit lakaat enn ho fenn e viche guir ar pez a ioa c’hoarvezet. Ker pounner kroaz n’oa ket evit koueza var Benn-an-Neac’h ; an traou-ze n’oant nemed huvreou... Ah ! Siouaz ! guir oant kouskoude, ha re vir zoken !

Goude beza skuillet forz daelou ha dizammet he c’haloun, Anna a deuaz enn-hi he-unan da genta. Dont a reaz da azeza e kichenn Mari.

— Klevet hoc’h euz, va c’hoar, eme-z-hi, ar pez en deuz lavaret araok mont kuit kabiten ar zoudarded : « Krena a dle an nep a zizent ouc’h lezennou ar Republik. Hogen, gouzout a rit kerkouls ha me, e tifenn ar Republik rei golo d’ar veleien. Me gred ive-ta ec’h en em gavo aman adarre, varc’hoaz abred, ar c’habiten gand he zoudarded, da c’houlen digant perc’hen an ti-man perak e talc’he e kuz an daou velek a zo eat gant-han herrio. Mad, me gaf d’ign, va