Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279
emgann kergidu

— Euz va goall-oberou ? Ne gredan beza great netra fall e-bed.

— Nec’h euz great netra fall ebed ? Diskouezet e vezo d’id. — Soudarded, stagit he zaouarn adren he gein d’ar belek fallakr-se ha kasit-hen var eeun d’ar prizoun.

Pevar zoudard a grogaz enn Aoutrou Branellec hag her c’hasaz gant-ho.

— Ha te, maouez penn fall, eme-z-han o trei ouc’h an Itroun Le Guen, te a deuio ive ganeomp-ni dirak al les-varn, rak mar d-eo difennet d’ar veieien dizent chom er vro, eo ive difennet d’an oll rei kuz ha golo d’ezho ; al lezen her lavar.

An Itroun Le Guen de Kerneizon e doa pemp kraouadur, c’hoaz iaouank-flamm, pevar map hag eur verc’h. Lammet eur vamm digant he bugale, oh ! na krisa tra ! Gouzout a rea e doa great eun torfet braz hervez paotred ar Republik, ha n’e doa nemed ar maro da c’hedal. Ne falgalounaz ket evit-se. Araok mont kuit euz he zi, e c’halvaz he bugale d’he c’haout evit kimiada diout-ho ha rei d’ezho he bennoz diveza ; mez ar c’habiten ne lezaz ket ar vugale da dostaat ouc’h ho mamm ! Eur galoun houarn ha dirr a ioa enn he greiz !

Prosez Anna Roussel, intanvez an Aoutrou Le Guen de Kerneizon, ne badaz ket pell. He madou a oue lammet digant-hi ha roet d’ar Republik ; hi a oue barnet da veza kaset da eur vro a-bell, hanvet Kaienn, d’al leac’h ma kaser breman ar galeourien.

Edo enn Oriant o c’hedal eul lestr da vont enn hent, pa deuaz ar maro da Robespierre, spountaill an dud vad.

Robespierre a oue diskaret gand re-all n’oant ket kals guelloc’h evit-han hag o doa c’hoant da gaout he gark. Hounnez eo giz ar Republik ; c’hoari kas ar falla er meaz. — An oll a c’hoar peger buan e redaz dre bevar gorn Franz kelou maro an den kriz-se, en deuz lakeat skuilla kement a c’hoad enn hor bro. Kelou ar maro a vez atao eur c’helou a gaon ; enn dro-man oa eur c’helou a laouenedigez dreist-oll enn hor bro-ni, rak edot o paouez dibenna, e Montroulez, Mari-Juliana Jigant, leanez e Landreger ; an demezel Kerlean, a Daole ; Perrina ha Juliana Demaret, he c’hoar ; Barba Jago ha Modesta de Forsanz, evit beza epken kuzet beleien. An Itroun Le Guen a oue laosket da vont kuit euz he frizoun. Distrei a reaz da Gastel da gaout he bugaligou...

P’en em gavaz enn he zi, e leac’h an arrebeuri pinvidik a