Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278
emgann kergidu

gouie ket en doa Lan ar Moal diskouezet he lizer da unan a ioa var ar ru.

Klasket e oue er gegin, enn diou zal, er pors, etouez ar c’heuneud hag e klud ar ier. Ne oue kavet den, rag gouzout a rit ne ket eno edo an Aoutrou Branellec.

— Ma n’eman ket d’an traon, eman d’an neac’h, eme an hini en doa guelet al lizer, rak enn ti-man eman.

— Savomp d’an neac’h, eme ar c’habiten, ha te, sitoianez, sao araok.

An Itroun Le Guen a zavaz d’ar zolier ; ar zoudarded a zavaz var he lerc’h hag ho zabrinier a ziridigne, dre ma’z eant, enn eur steki ouc’h ho divesker.

Seiz kambr a ioa ; ho zeiz e ouent furchet kerkouls hag ar c’halatrez, hag atao ne gavet den ebed. Koulskoude oa freuzet an oll gueleou, digoret an oll armeliou ! Ar c’habiten a skrabe he benn, nec’het oa...

— Enn ti-man eman koulskoude, eme adarre an hini en doa guelet al lizer. Ne c’hell ket tec’het na dre an doen na dre ar prenestrou, rak soudarded a zo er meaz o tiouall tro-var-dro d’an ti. Daoust hag hen a ve kuzet adren eun armel-bennag ? Distagomp anez-ho dioc’h ar voger ha digasomp anez-ho e kreiz ar c’hamprou.

— Greomp-ta, eme ar c’habiten, ne gouie ket petra da ober ken.

Enn dro-man an Itroun Le Guen a gollaz he liou : he c’haloun a lamme a lammou pounner enn he c’hreiz ; he divesker a blege a zindan-hi ; great oa gand an Aoutrou Branellec, ha gant-hi ive, siouaz !

Er gampr kenta ne oue kavet netra, nag enn eil ken nebeut. Enn drede, p’edot o tiloc’h ar pres m’oa kuzet an Aoutrou Branellec adren d’ezhan, an Itroun Le Guen a rankas azeza var eur gador ; he c’haloun a ioa o vont da vankout d’ezhi ; evel eul luc’hedenn a dremenaz dirak he daoulagad...

— Kabiten, kabiten, eme ar zoudarded en eur grial, aman ema, aman ema ar belek a glaskomp !

— Diouallit na dec’hfe.

— Ne raio ket, eme daou zoudard, en eur sacha an Aoutrou Branellec e-kreiz ar gampr.

— Ac’hanta, den fall, belek milliget, eme ar c’habiten o rei eur buntad d’an Aoutrou Branellec, setu te dizoloet ! Breman e ranki renta kount euz da c’hoall-oberou.