Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
280
emgann kergidu

ioa enn-han p’oa eat d’ar prizoun, ne gavaz nemed tammou koz-gueleou ; evel e ti ar re baour, hag e-kreiz al leur-zi, Mari Toullek, he flac’h, o kas, buanna ha guella ma c’helle, he c’harr-neza enn dro, evit gounid boued d’he femp kraouadur.

N’e d-an ket da esa kounta d’eoc’h distro an Itroun Le Guen d’ar gear, traou a zo hag a zant ar galoun, mez ne c’heller ket ho c’hounta. Goude beza komzet en eur vouela gant joa ouc’h he bugale, stardet anezho var he c’haloun, ha roet d’ezho bep a bok karantezuz, e chomaz eur pennad, evel sebezet, da zellet out-ho. Beac’h e doa kredi he daoulagad. Distro oa adarre-ta da Gastel !!! — Goude-ze e lammaz a dro-vriad enn dro da c’houzouk Mari Toullek ; hag ar plac’h hag ar vestrez a jommaz eur pennad eb gellout lavaret ger, ker gounezet oa ho c’halounou. Na pebez maouez oa ive hounnez, ar Vari Toullek-se !

Evel emaoun o paouez lavaret d’eoc’h, hag evel m’her guelfot bremaik e barnedigez an Aoutrou Branellec, oll madou an Itroun Le Guen de Kerneizon a dlie mont gand ar Republik. Ar zoudarded ne zalejont ket da ober ti goullo. Kerkent ha m’oant eat er meaz euz an ti, Mari Toullec a gemeraz ar pemp kraouadur enn dro d’ezhi hag a lavaraz d’ezho :

— Bugale, ne vezit ket nec’het, me a c’hounezo boued d’eoc’h ken na deuio ho mamm enn dro. Ho mamm a deuio d’ar gear, kredit ac’hanoun, rak ni ne ehanimp da bedi Doue evit-hi, ha Doue a zelaouo ouc’h hor peden. Hen en deuz bet eur vamm ive, ar Verc’hez Vari, hag evelse e c’hoar pegement a garantez a zo e kaloun eur bugel oc’h he vamm. Sec’hit ive-ta ho taelou, hag en em daolomp dioc’h-tu d’an daoulin.

Peger kaer taolen eo taolen Mari Toullek, ha pemp kraouadurik iaouank enn dro d’ezhi, o pedi Doue evit ho mamm, enn eun ti ne deuz enn-han nemed ar peder voger enn noaz !

Araok ma teuaz an noz, Mari Toullek e doa klasket eur guchenn golo hag eur pallenn-bennag evit ober gueleou da vugale an Itroun Le Guen de Kerneizon.

Antronoz vintin, mintin-mad, araok m’oa dihunet ar vugale, Mari Toullek a ieaz da di Renea Riou, he amezegez.

— Renea, eme-z-hi, c’houi a zo eur vaouez a relijion, rak, araok ma rankaz hon Aoutrou ’n Eskop tec’het da Vro-Zaoz, c’houi a veze o renka ar c’hadoriou er gathedral abarz an