c’hemenn-se roet da anaout da guzulierien Brest ha d’an hini tamallet.
Great e kampr an tamaller publik, an 10 floreal, eilved bloavez a Republik Franz, unan ha dirannek.
Sinet : Donze-Verteuil.
Ar gourc’hemenn da gregi e Fabien Croy a zo bet roet er memez deiz gand ar gador-varn ;
Ar prosez-verbal — an danevel dre skrid — ez eo dalc’hed e kastel Brest, hevel ti ar justiz ;
Diskleriadurez a zoug eo anat euz bet skrivet traou hag a denn da izellaat ha da zispartia kuzulerien ar vro ha da zigass adarre ar roue e Franz ;
Eo bet kendrec’het Fabian Croy da veza ho skrivet gand he oll anaoudegez vad, hag evit mont a enep an dispac’h ;
Ar gador-varn, goude beza klevet an tamaller publik, hag evit heuil al lezenn,
A varn d’ar maro Fabian Croy, hervez an artikl kenta euz a lezenn an 29 a viz meurs euz ar bloaz 1793, a zo bet lennet hag a lavar :
« Piou bennag a vezo bet kendrec’het da veza great pe moullet labourou pe skridou hag a denn da zispartia kuzulerien ar vro, da lakaat adarre eur Roue, pe eur mestr-all bennag a enep galloud ar bobl, a vezo lakeat etre daouarn barnerien extraordinal, ha lakeat d’ar maro. »
Lavaret a ra he vadou dastumet ha kemeret evit mad ar Republik, hervez lezenn an 10 a viz meurs, artikl 2, bet lennet, hag a lavar evel-hen :
« Madou ar re a vezo barnet d’ar maro a zo miret evit ar Republik, hag ho intanvezed hag ho bugale a vezo maget divar goust ar c’houarnamant ma n’o deuz ket a vadou euz a eur perz-all bennag. »
Gourc’hemenn a ra ma vezo, dre aked an tamaller publik, heuliet ar varnedigez-man abarz peder heur varn-n-ugent, var blasenn Gounid ar bobl euz ar gear-man, ma vezo moullet, embannet ha lakeat dirak daoulagad an oll e pevar c’horn douar ar Republik.
Great ha diskleriet e lez publik ar gador-varn, an 13 floreal, eilved bloaz euz a Republik Franz, eleac’h m’oa dirag ar sitoïaned Per-Loiz Ragmey, sturier ; Moriz ar Barz, map, ha Joseph Palis, barnerien, hag o deuz sinet da genta var ar varnedigez-man gand ar grefier.