Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/269

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
261
emgann kergidu

N’oc’h euz ket ankounac’heat, me gred, en doa an Aoutrou Lejeune, persoun Plougouloum, ranket kemeret an teac’h ha mont da guzet. Mad, mont a reaz da glask golo da enezen Siek.

Edont, Jan-Mari ar Floch hag hen, o klask eul leac’h bennag goudor avoualac’h da ober ti da rei golo ha kuz d’an Aoutrou Lejeune. Jan-Mari a ioa gant-han eur zac’had dillad var he gein, gand an Aoutrou Lejeune n’oa nemed eur vazig skanv enn he zourn hag eul leor, a hanvor brevier, a-zindan he gazel. Kaout a rea d’ezho ne vichent gueled gand den, p’en em gafchont tal-ouc’h-tal gand Biel an Doen.

Araok mont larkoc’h e rankan lavaret d’eoc’h eur ger divar benn an den-ze.

Biel an Doen a ioa eun den hag a iea var he 60 vloaz : drant oa var he dreid, sounn enn he za ; he zremm a ioa duet gand ear ar mor. Ne oufen ket lavaret a be vro oa ginidik. En eur zigouezout e Breiz-Izel oa matoutier er Porz-Guenn ; ac’hano oa bet hanvet da vrigadier e Rosko. Pa deuaz var an oad e tilezaz he gark hag e teuaz da jomm da enezen Siek. Eno e kavaz eur riboul etre diou roc’h vraz, hag, e leac’h sevel ti, ne reaz nemed mont da vaner Kerouzere da gerc’hat, eb goulen na disken, skourrou guez da ober toen var he riboul. Abalamour da-ze n’her galvet dre ar vro nemed Biel an Doen. Var he skourrou en doa lakeat tanoualc’h e leac’h kolo pe sklent, hag evelse e c’helle ober goap euz a c’hlao pe avel.

Biel an Doen ne d-ea na var dro Iliz na var dro belek. Ma ne rea vad da zen ne rea drouk ebed da zen ken nebeud. Evelato oa aoun raz-han dre ar vro, rak lavaret a rea d’an oll edo a du gand an dispac’herien hag e kave mad kement tra a reant a enep ar Relijion hag a enep ar veleien. Pa glevaz oa tec’het kuit an Aoutrou Delamarche, eskop Kastel, e lavare d’an nep a garie her selaou en eur frota he zaouarn :

— Alo ! abarz nemeur aman, ne deuio ken ar veleien da gounta d’eomp ho zorc’hennou diskiant, ha da lavaret d’eomp euz eun ifern, tan ennhan da zevi an dud.

Bep meurs ha bep guener, ez ea da Gastel da brena ar pez a ioa red d’ezhan evit beva. E feson en doa pae vad, rak ne brene nemed bara guiniz. Dre ma’z ea ha dre ma teue, ann oll a dec’he enn he raok ; ar vugale, abalamour m’o doa aoun rak he varo hir, hag ar re vraz abalamour d’ar pez a lavare, hag abalamour m’oa eun divroad.