— Me a rede evit guir, ha c’hoaz n’em beuz ket reded buan avoualac’h.
— N’ec’h euz ket reded buan avoualac’h, ha ni a zo dialanet o tont var da lerc’h ! Perak-ta n’ec’h euz ket reded buan avoualac’h ?
— Guelet a rit. Me am boa antellet va higennou etre Kornek ha Roc’h-Ledan ; c’hoant am boa da veza araok ar mor, ha, kaer am beuz bet reded, oun en em gavet re zivezad, rak ouc’h-penn pevar droatad dour a zo var va higennou, ha kollet eo va mare.
— Hag hen-hont, an den a ioa ganez ?
— Hennez a zo a Landunvez, a gaf d’ign, pe a Borspoder, marteze.
— Ha petra a rea dre aman ?
— Ne ouzoun ket kals. Marteze oa deuet da c’houzout ha soudarded a ioa er c’hostesiou-man.
— Paotred, eme ar c’habiten, o trei kein da Baol hag o tistrei ouc’h he zoudarded, e Porspoder pe e Landunvez e tle beza traou nevez fenoz. Hen-hont a ia d’ar gear hag a lavaro emaomp e Guitalmeze, pe dre aman, ha koueriaded Landunvez, ha martoloded Porspoder, a gavo d’ezho e c’hellint en em zestum dinec’h e-berr enn eun tu-bennag ; an dra-man a zo eun dra anat. Ni a glevo avoualac’h e peleac’h e vezint hag ho flemmo araok ma vezo deiz varc’hoaz. D-eomp da Vitalmeze da leina, ha, dioc’h an abardavez, ni a ielo enn hent hag a gouezo var dud ha ne vezint ket var c’hed ac’hanomp.
Hag en eur zistrei ouc’h Paol :
— Ha te, pesketaer louz, eur veach-all ne laka ket ac’hanomp da zialana evel-hen o c’haloupat var da lerc’h. Perak ne lavarez ket d’eomp piou oaz ?
— Ne c’houlennac’h ket digan-en, evelse.
— Bichez gortozet.
— Ha va higennou a ioa erru ar mor varnez-ho ?
— Da higennou ! da higennou ! te a zo higenn avoualac’h, eme ar c’habiten en eur vont kuit.
— Ia, eme Baol, out-han he-unan, guelloc’h higenn eged na zonj d’eoc’h.
Tro Paol ar Fourn a zigas da zonj d’ign euz a eun dra hag a reaz eun den a ioa a du gand ar Republik. Mont a ran d’her c’hounta d’eoc’h, rak ne gaver ket aliez da gounta traou brao ha mad great gand ar republikaned.