Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
emgann kergidu

N’e d-an ket da esa kounta d’eoc’h he vuez a-hed ar sizun : E vrinika pe e pesketa e veze bemdez, ha jamez ne lavare ger ouc’h den p’en em gave unan bennag gant-han.

Mad, tal-ouc’h-tal gand an den-ze ec’h en em gavaz an Aoutrou Lejeune ha Jan-Mari Floc’h. Mar ho doa c’hoant da gaout unan-bennag var ho hent, e guirionez, ne ket Biel an Doen oa. Evelse e chomchont mantret. N’oant nag evit tec’het nak evit kuzet, rak, d’ar mareou-ze n’oa na tamm pin, na guezen all ebed enn enezen Siek. Biel an Doen a velaz ho nec’hamant, chom a reaz krenn enn he za, hag en eur drei ouc’h an Aoutrou Lejeune :

— C’houi, a gav dign, eo persoun Plougouloum.

— Ia, me eo, eme an Aoutrou Lejeune n’oa ket evit lavaret gevier.

— Anzavit ouzign, eme Viel en eur vousc’hoarzin, oc’h deuet aman, enn enezen-ma, da glask kougn da guzet, pe bag da vont da Vro-Zaoz.

— Klask bag da vont da Vro-Zaoz, ne ket hennez eo va mennoz : ne garfen ket pellaat dioc’h Plougouloum.

— Neuze-ta oc’h euz c’hoant da glask eur c’hougn da guzet ?

— Ia, e guirionez, hennez eo va mennoz. Gouzout a ran n’emaoc’h ket a du ganeomp-ni, kristenien Breiz-Izel, hag emaoc’h breman e doare da ober poan d’ign, evelato ec’h anzavan ar virionez ouzoc’h.

— Mad a rit, Biel an Doen, evel ma c’hanvit ac’hanoun, ne gred ket enn ho sorc’hennou diskiant, mez n’en deuz biskoaz evit-se great drouk d’an disterra bugel, na d’eoc’houi ne raio ket ken nebeut.

— Bennoz Doue d’eoc’h.

— Me ne ran forz euz ho pennoz. Abalamour m’hoc’h eun den, hag abalamour ma’m beuz klevet e reac’h vad d’an oll, paour ha pinvidik, epad m’edoc’h e Plougouloum, ez an da ober eur c’hinnik d’eoc’h. Ha dont a rafac’h da guzet da riboul Biel an Doen ?

An Aoutrou Lejeune a reaz eur zell ouc’h Biel, hag a lavaraz d’ezhan :

— Ia, fiziout a ran va buez ennoc’h.

Mad, eno, enn enezen Siek, e chomaz e kuz an Aoutrou Lejeune, ken na deuaz ar peoc’h. Mar oue klask d’ezhan, Biel an Doen n’hen diskleriaz ket. Her beva a reaz zoken evit netra pa ne zigase ket Plougouloumiz boued d’ezhan.