Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
emgann kergidu

han, rak da veleien ar vro-man e tamall stourmadek an dud iaouank a dlie tenna d’ar zort, penn-kaoz euz a emgann Kergidu hag euz a varo kals ac’hanomp-ni. D’eomp enn hent, hag a-fo !

— Ker buan ha ma kerfot, eme ar c’here.

Hag ar c’here trubard a valee, skanv he droad ha sounn he benn, araok ar zoudarded, evel ma’z ea guech-all Judas araok ar juzevien p’edont o vont da gregi e Jesus, hor Zalver.

— D’eomp dre aman, dre an tu deou, eme ar c’here, a-dreuz dre ar c’hoat, evit miret na vezimp guelet, rak an disterra diskred a lakaio ar veleien daonet-se da dec’het kuit. Kredit ac’hanoun, ar re-ze a zo tano ho skouarn, ha c’houi hoc’h euz great kement a drouz en eur ziskenn da Bount-Eoun.

Oant en em gavet dem-dost da Benn-an-Neac’h, pa glefcheur eur zoudard o krial, a bouez he benn, var ar c’hleuz :

— Holla ! holla ! kabiten, me am beuz guelet unan-bennag o vont d’ar red ha dre guz a-hount, er c’horn-all, er meaz euz ar goarem-man. Hennez a dle beza unan euz ar veleien a glaskomp.

— Kea ive-ta buan var he lerc’h, kas gan-ez pemp pe c’houeac’h-all.

Evel chas chase pa zantont tres ar c’had, ar zoudarded a redaz buan er goarem, a c’haloupaz d’ar red d’ar penn-all, a lammaz a lamm-ploum var ar c’hleuz... Sellet a rejont a gleiz hag a zeou, a bell hag a dost ; furcha a rejont ar girzier lann a dro-var-dro, mez ne gafchont netra. Dont a rejont var ho c’hiz da gaout ho c’habiten a ioa ouc’h ho gortoz.

— N’hoc’h euz kavet eta netra ?

— Nann, kabiten. Kouskoude hor beuz klasket mad.

— Marteze ive n’euz eat den dre a-ze.

— Eo, beza zur euz eat unan-bennag, dre ar c’horn-z-hont, er meaz euz al lannek-man.

— Mar d’eo guir, eo eaz avoualac’h d’eomp her gouzout, rak aman euz eur paotrik bian o tiouall he zaout hag her lavaro d’eomp. — Kere, deuz aman d’am c’haout. Goulen digant hennez, ar c’hrouadur-ze, piou eo an hini a zo eat bremaik, d’ar red, dre al lannek-man.

— Allaz ! kabiten, aoun am beuz n’her c’hlefomp ket ganthan.