Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241
emgann kergidu

unan ganeomp ; ha ma leverez gevier, heman, ar c’hleze-man, da zivouzello, rak, kleo mad, ne reer ket enn aner goap a dud eveldomp-ni.

— N’am beuz ket a aoun rak ho kleze, kabiten, rak ne lavaran ket a c’hevier.

— Mad, lavar d’ign neuze pegement a c’houlennez.

— Deuit aman enn ti, hon daou ni en em glevo.

Ar marc’had ne oue ket pell evit beza great ; eno oa paotred dijipot. Unan en doa c’hoant da verza dre zroug ouc’h ar veleien, egile en doa c’hoant da brena dre zroug ouc’h Doue ive, me gred, da viana evit huellaat e karg ; unan en doa c’hoant da gaout arc’hant, egile ne rea ket a forz pegement paea, rak ar Republik eo a bae.

— Great ar stal, eme ar c’habiten en eur zont da gaout he zoudarded. D’eomp da efa bep a vanne c’hoaz enn hostaleuri a zo a-hount, ha deuz ive ganeomp, kere, rak red eo kaout nerz ha kaloun araok ober eun taol evel he-man.

Goude eur banne e oue eur banne-all c’hoaz, ha, goude-ze, meur a hini-all. Pa deuchont er meaz oa anat avoualac’h ho banneou varnez-ho. Lagad ar c’here a steredenne enn he benn, evel eur c’hef-tan enn aoled e kreiz an noz.

— Breman, kere, eme ar c’habiten, e pe du e tleomp trei, ha bale enn hor raok.

— N’euz ket a-bell da vont, eme ar c’here. Guelet a rit a-ze, azioc’h ho penn, eun ti toenn-sklent, eur prenestr braz enn he bignoun ?

— Ia. Petra ! ken tost-se ?

— Ia, ken tost-se. Enn ti-ze, hanvet Penn-an-Neac’h, ez euz tri belek, pe, pa lavarign mad, daou velek hag eul lastez-belek, rak unan anezho ne ket belek c’hoaz, ne d’eo nemed ar pez a leveront, avieler anez-han. Bemdez e vezont dre a-ze, nag, er mintin-man, me va-unan am beuz ho guelet.

— Hag euz a be vro eo ar veleien-ze ?

— Unan anez-ho a zo hanvet an Aoutrou Gall, persoun ar barrez-man, persoun Plouenan. Egile eo an Aoutrou Goarigou, persoun kouent an Ursulinezed, e Kastel, persoun an feneantezed-se hoc’h euz kaset kuit evit kemeret ho zi evidoc’h, ha mad hoc’h euz great. Egile-all, an hini-all, an hini iaouank, al lastez-belek, eo an Aoutrou Go, ginidik ive euz ar vro-man.

— Ah ! guell a-ze ! Ar jeneral Canclaux a vezo fouge enn-