gevier, oc’h esa ober goap achanomp ? Ni a zo bet tizet c’hoaz gant gaouiaded eveldoud, mez ne vizimp ken.
— Sellit eeun ha piz ouzign, ha guelit ha c’houez ar gevier a zo ganen ?
An arvest ne oue ket hirr ! eun taol lagad a zizoloaz d’ar c’habiten goeled kaloun ar c’here. Anaout a reaz oa dirazhan eun den, hag, evit arc’hant pe eur banne, en diviche krouget he Zoue, guerzet he dad hag he vamm. Eun den er c’hiz-se a ioa eur benvek ha n’oa ket evit paea re ger. Evelato mar gellche er c’haout evit netra, e viche guelloc’h marc’had d’ezhan. Abalamour da-ze e lavaraz d’ezhan, evel dre fae :
— Mad, petra ec’h euz da lavaret d’eomp ?
— Kals traou, e berr gomzou, kabiten.
— Na petra ? Hast a-fo, rak ni n’hor beuz ket a amzer.
— Eur vandenn vad a dud oc’h a-ze ; armet kloz oc’h ive, mez oc’h ober petra euz bet kement-all a dud ? Ne velan den ganeoc’h.
Hag ar c’here a c’hoarze iud en eur zellet ouc’h ar c’habiten. Me gaf d’ign en doa divinet finesa ar c’habiten. Ar re fall ne sonjont nemed fall ; n’int ket evit kaout fizianz an eil enn egile.
— Bete vreman n’euz ket, evit guir ; mez araok en em gaout e Kastel e kavimp.
— E kavoc’h ? Ia, mar d-int sot avoualac’h evit dont, evel eur penn-goazi mezo, d’en em deuler enn ho touez. Na d-it ket da gredi e ve tud ar vro-man ken diskiant-se. Me a c’hell ober vad d’eoc’h, me a c’hell lavaret d’eoc’h e peleac’h ez euz tri belek penn fall ha dizent ouc’h al lezen.
— Ne c’houlennomp ket guell, eme ar c’habiten, fouge enn-han o klevet kement-all. Rak, evit-han da veza great mad he zever o veva hag oc’h efa divar goust he nesa, ep paea guennek, e kave d’ezhan e viche deuet guelloc’h d’he jeneral Canclaux, hag e safche buanoc’h e karg, mar gellche kas d’ezhan eur belek-bennag hag a viche tamallet, e guir pe e gaou, an dra-ze ne rea netra, da lakaat ar goueriaded d’en em zevel a enep ar Republik.
— Mad, pegement a rofot d’ign ? Red eo da bep den beva diouc’h he vicher, hen hag he vugale.
— Ha pegement a c’houlennez, kere, evit lavaret d’eomp peleac’h eman ar veleien-ze, hag evit hor c’has betek an ti m’emaint enn-han ? Rak dalc’h sonj mad e ranki dont da-