Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
239
emgann kergidu

Meur a veach, an Aoutrou Gall, persoun Plouenan, he barrez, en doa her gourdrouzet. Meur a veach oa bet enn he di oc’h her c’hlask da vont, evel pep kristen mad, da gofez ha da ober he bask ; mez enn aner e komze ; ar c’here ne rea van, kenderc’hel a rea he vuez fall ha direiz. Aliez, pa viche eat an Aoutrou persoun er meaz euz he di, e veze klevet o lavaret, en eur zellet a gorn var he lerc’h, hag en eur ober dourn d’ezhan :

— Kea atao, persoun Gall, m’hen talvezo d’id... Paea a ri di-me, mar gellan, da zorc’hennou... Hag e vousc’hoarze evel ma tle mousc’hoarzin an diaoul pa vez oc’h huala unan-bennag er pec’hed, hag ouc’h hen horta var hent an ifern.

Pa glevaz ar c’hereour traonien Pont-Eoun o tregerni gand iouc’hadennou ar zoudarded, e teuaz enn eul lamm er meaz euz he di. Klevet en doa abred oamp-ni bet flemmet e Kergidu, hag hor boa ranket kemeret an teac’h. Dre-ze e gouie edo ar zoudarded-se o redet bro hag oc’h ober klask var an dud vad. Eul luc’heden a fallagriez euzuz a ieaz dre he benn, he zaoulagad a lugernaz :

— D’am zro, emez-han ! Hag he galoun a dride enn he greiz.

— D’am zro, Aoutrou persoun Gall ! Abarz ma vezo noz eberr, me gred o pezo paet di-me ho tle. Enn dro-man e vezo di-me da brezek !...

P’edo ar zoudarded oc’h erruout e kichen he di, ar c’here a ieaz e kreiz an hent ; hag hen komz ouc’h ar c’habiten a ioa e penn ar vandenn :

— Ac’hanta, paotred ar Republik, goall gempennet o poa, enn dervez-all, koueriaded Breiz-Izel, diouc’h am beuz klevet ?

— Daoust hag an dra-ze a zell ouz-it-te ?

— Ia, rak evidoun da veza o choum aman, va c’haloun a ia d’hoc’h heul. Va brasa levenez eo klevet oc’h euz kaset d’ar bed-all unan-bennag euz ar pilpouzed panen-ze ne reont nemed tregasi hag inoui, pa ne reont goaz, ar re n’int ket sot avoualac’h evit kredi ho oll zotoniou, ha ne fell ket d’ezho mont da gounta, er gonfesion, ho oll doareou.

— Ha perak e teuez da gomz di-me er c’hiz-se ?

— Abalamour m’emaoun a-du ganeoc’h ; abalamour ne garan nag ar veleien, nag ho Doue ; hag herrio e c’hellan hen diskouez d’eoc’h, da viana ma klaskit beleien.

— Ha piou a c’hell toui di-me n’emaout ket o lavaret