Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/251

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
emgann kergidu

— Na perak ? Eur c’hraouadur ker iaouank ne c’hell ket diskredi var-n-omp, ha ne lavaro ket a c’hevier.

— Ma ne lavar ket a c’hevier, ne lavaro ket kennebeut ar virionez ; me hen anavez, hen hag he dud. Hennez a zo map da Lauranz ar Sann, euz a Lopreden ; hag an tiad tud-se a zo stak kenan ouc’h fals-kredennou ar veleien. Kentoc’h e lezint ac’hanoc’h da lakaat an tan-goall varn-ho, enn ho zi, eget diskleria eur belek epken.

— Ia, ar re goz, marteze ; mez he-man n’en deuz ket a skiant avoualac’h evit anaout ar pez hor beuz c’hoant da c’houzout.

— A gaf d’eoc’h, kabiten ; bremaik e velfot. Me a ia da c’houlen digant-han.

Ar c’here a dosteaz ouc’h ar c’hrouadur, a ioa dinec’h o vranskellat var an draf, eur fouet blansounet-kroaz ganthan enn dro d’he c’houzouk, hag hen touchennet-hir, evel ma tere ouc’h pep paotr saout a ra mad he vicher.

— Paolik, lavar di-me piou a zo eat bremaik, d’ar red, aman dre al lannek, hag a zo lammet er meaz dreist ar c’hleuz er penn-all a-hount.

— Ne oufen ket her lavaret d’eoc’h. N’am beuz ket a amzer da zellet enn dro d’ign. Poan avoualac’h am beuz gand va zaout, rak a-ze, sellit, eman ar vioc’h vriz hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-ze, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da veza ker goaz hag hi. Sellit, ha n’he guelit ket, dioc’htu ma vez tro va fenn, o sevel var gleuz koat tud an ti-all ?... Dont a ri enn dro du-man, Min-du ! Ha Paolik a sklake he fouet da ober aoun d’he ounner.

— Ac’hanta, kabiten, n’am boa ket lavaret d’eoc’h ? Me gouie ervad n’ho piche klevet netra gand he-man. Ar re-ze, tud ar Sann, a veze atao gueach-all er memez tu gand ar veleien, ne heulient, e pep tra, nemed aviz hag ali ar veleien ; touellet oant gant-ho. Hag he-man, ar mec’hiok bian-man, en deuz great he bask kenta, dre guz, breman euz eun teir zizun bennag, hag a zo fourret eb arvar, forz diotachou d’ezhan enn he benn.

— Koulskoude n’en deuz ket an ear da gaout ouc’hpenn unnek vloaz.

— A veac’h m’en deuz an oad-se.

— Ha ne fell ket d’ezhan lavaret netra ?

— Nann, her guelet a rit.