a riz enn dro d’ign, hag e veliz, berniet ouc’h eur voger a ra diou lodenn euz an tour, er garidou, eur bern kerdign koz. Ar c’hleier a ioa eat gand ar republikaned da ober kanoliou, hag ar c’herdign oet stag out-ho evit ho zeni, a ioa lezet er garidou. En em zila a riz a-zindan-ho da guzet.
A veac’h oan eat a-zindan ar c’herdign, p’en em gavaz er garidou daou zoudard. Komz a reant an eil ouc’h egile.
— Ha ne ket beza sot ha diskiant hon digas aman d’an neac’h da glask tud ?
— Te lavar ; piou a ve sot avoualac’h evit dont da guzet e bek eun tour ?
— Den ebed. Deomp-ni, enn hor bro, oa lavaret n’oa tud ar vro-man nemed bugale ; n’oa nemed mont enn ho ziez, komz rok out-ho, ha ker buan e viche digaset d’eoc’h da zibri ha da efa leiz kof. N’oa neuze nemed beza rustoc’h, ha mestr an ti en diviche digaset d’eoc’h he arc’hant var an daol ha n’o piche da ober nemed ho c’harga enn ho sac’h.
— Ia, guir a leverez ; mez tud ar vro-man n’int ket bet diotoc’h eget ar re-all. Evidom-me, a gaf d’ign o deuz zoken betek re a skiant.
— Ouc’hpenn skiant o deuz. En em ganna a reont ive evel bleizi, ha d’eomp-ni oa lavaret oant ken aounik hag ar merc’hed bian a zu-man.
— Aounik, paotred Breiz-Izel ? Ken aounik ma n’o deuz aoun rak netra, ha ma’z eont d’an emgann ha d’ar maro kel laouen ha ma’z eamp-ni da efa eur picherad chistr p’edomp er gear.
— Guir eo an dra-ze. Sell-ta, pe guir e komzez euz a emgann, n’em beuz ket da velet abaoue Kergidu, petra eo deuet da veza da gamaraded, ar re a zo euz da barrez ?
— Petra int deuet da veza ? Pemp oamp araok Kergidu, ha breman n’omp mui nemed daou.
— Mad, ni a ioa deuet pevar, ha n’euz lazet nemed unan ac’hanomp. Mez euz ar barrez a gichenn avad oant deuet nao ; eiz a zo bet lazet ; an naved a ioa eat deac’h enn eun ti a-ze e kichen, da esa digeri eun armel, hag en deuz bet eun taol pal divar he benn ken doun, ma velor he empenn dre ar faout ; me gred eo great gant-han ive.
— Ia, ia, gevier a ioa lavaret d’eomp divar benn tud ar vro-man.
— Mad, kaer zo, me n’oun ket evit ho c’hlemm. Ma vi-