Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229
emgann kergidu

chent-hi deuet enn hor bro-ni da ober ar pez a reomp-ni dre aman, petra e piche great ?

— Guir a leverez : me am biche great d’ezho ar pez a reont d’eomp-ni, goasoc’h zoken, me gred.

— Kredi a ran ac’hanod, rak tud ar vro-man, kaer zo, n’int ket goall dud.

— Nann, e guirionez ; hag avechou me am beuz truez out-ho o velet petra a reor d’ezho.

— Evidom-me a gaf d’ign n’eman ket ar guir ganeomp.

— Me da gred. Selaou, pa’z eo guir n’euz aman nemedomp hon daou, ha ne c’hellomp beza klevet gand den, lez ac’hanoun da lavaret daou c’herik d’id.

— Lavar hep aoun : gouzout a rez en hor bro oamp amezeien, hag aman omp kamaraded.

— Mad, me am beuz c’hoant da dec’het, pa gavign va zro, ha da vont d’ar gear. Skuiz oun o velet ober kement-all a fallagriez. Dont a rafez ganen ?

— Ia, a galoun vad.

— Mad, neuze klaskomp hon tro pep hini euz he du : an hini a gavo eun dro vad da genta a gemenno d’egile, ha bezomp sioul var gement-man.

— Evidon-me em beuz mall da vont kuit. Guel, digas ac’hanomp da glask tud e bek eun tour, ha ne ket diskiant an dra-ze ?

— Hor c’habiten a gred eo tud ar vro-man ken dibenn hag ar piked a ia da guzet ho neiz e beg ar guez.

— Hor c’habiten, kleo, a zo e ti Bielon oc’h efa guin tomm, hanter anezhan guin-ardant, ha ne oar ket peger ien eo an avel.

— Ho, hag her gouesfe, daoust ha tenerraat a rafe he galoun ? Selaou, diskennomp ac’halenn, d-eomp d’an traon d’ar goudor ; an avel a zo put e bek tour Berven.

— Mont d’an traon ? Te a lavar avoualac’h. Gouzout a rez euz lavaret d’eomp furcha mad an tour, ha, mar d-eomp d’an traon dioc’htu, e vezo lavaret n’hor beuz ket great mad hor labour. Sell, aman euz eur bern kerdign, azezomp varnez-ho eur pennad, er goudor, ha goude-ze e tiskennimp.

Hag an daou zoudard da azeza var ar c’herdign m’edon-me kuzet a-zindan-ho.

Meur a veac’h lann hag a veac’h ieot a zo bet var va c’hein, mez n’euz bet biskoaz ker pounner beac’h. Daou republikan azezet var Ian Pennors ! Evelato n’em boa ket re a zrouk ouc’h an daou zen-man, rak komz mad o doa