Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
emgann kergidu

iliz, n’en devezo nemed rei eun taol alc’houez hag emaoud paket er zac’h. Dre be hent ez i kuit ?

Diskenn a riz d’an traon, tenna a riz an alc’houez euz an or ; potaill an tour ne d’ea ket dioc’h an daou du, hag evelse n’oan ket evit prenna an tour varn-oun. Kas a riz an alc’houesiou ganen.

Edon o kuzet anezho e kampr an holorach, pa gleviz tud o krial hag o reded dre an iliz evel tud kounnaret.

— Daoust ha klevet e ven bet, eme-ve ?

Hag e teuaz da zonj d’ign e guigour ar gleizenn hag e grigonz ar vudurenn.

Anat oa d’ign oan dizoloet hag edo ar c’hlask var va lerc’h ; n’oa ket brao an traou ganen.

Hag e guirionez, beza enn eun tour, n’euz nemed eur skalier enn-han, hag eur vandenn soudarded var ho lerc’h, ha n’euz ket eno peadra da lakaat meur a hini da goll ho fenn ?

Lavaret em beuz d’eoc’h ne ouzoun ket penaoz oun great gand Doue, biskoaz n’em beuz kollet fizianz penn-da-benn. Sevel a riz buanna ma c’helliz d’ar garidou gand ar zonj da zevel var eeun var bek an tour, ma’m biche amzer, evit staga va riblennad lian du, ha da vervel goude, ma viche red.

Edon er garidou, hag e kleven, dre c’hinou ar skalier, ar zoudarded o tont d’an neac’h. Ne deuent ket re vuan, a gave dign ; n’o doa ket-ta neuze kavet an tres ac’hanoun. Guell a-ze !

E Berven, a c’hoar an oll, e saver euz ar garidou da vek an tour dre an diabarz. Va mennoz kenta oa pignat d’an neac’h, ha chom eno neuze speg ouc’h ar mein benerez, ken na viche eat ar zoudarded kuit, evel ma speg an askell-groc’henn ouc’h eur voger pa deu enn eun ti-bennag. Araok skrimpa evelato, e teuiz c’hoaz da zelaou e ginou ar skalier ha dont a reat var va lerc’h. Siouaz ! trouz a gleven atao, hag ouc’hpenn, guelet a riz eul luc’hedenn hag a deue euz an traon.

— Goulou a zo-ta, eme-ve, gand ar zoudarded ? Neuze ne vezo ket diez d’ezho guelet ac’hanoun e neac’h an tour : ha mar guelont ac’hanoun, ne vezo ket diez d’ezho va diskar d’an traon gand eun tenn fuzil. Hogen Ian Pennors n’en deuz ket a c’hoant da veza diskaret euz a vek tour Berven evel ma tiskar ar chaseer ar vran louet euz a vek ar vezen fao.

Petra da ober ? N’em boa ket amzer da zonjal kals. Sellet