Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
emgann kergidu

P’edon krog enn trede alc’houez, e liviriz adarre ouzign va-unan :

Ian Pennors, aman ez ez da c’hoari da vuez. Mar gellez mont enn tour, e teui a-benn euz da daol, hag e c’helli distrei da goajou Kermenguy ; mez ma ne c’hellez ket, eman great ganez, rak ne d-i ket kuit ac’halenn kerkouls marc’had ha ma’z out deuet. Hag evelse dalc’h mad.

Me a zo pell o kounta an traou-man d’eoc’h. P’edon etre unnek heur hag hanter-noz, va-unan, e tal tour Berven, pevar alc’houez, daou fall anezho, etre va daouarn, ez ea buannoc’h ar sonjou dre va fenn, hag e teue tammou enkrez d’ign, hag e krene va izili, red eo hen anzao. Kaout a reot glabouserien ha n’o deuz bet jamez aoun, var ho meno ; ar re-ze a zo gaouiaded. Me am beuz klevet tennou fuzil, tennou kanol ; me am beuz klevet ar boulejou o sutal dreist va fenn hag abiou d’ign, ha n’em beuz ket tec’het. Ma’m beuz great eur skrijadenn bennag, n’em beuz ket krenet. Mad, koulskoude enn iliz Berven, me am beuz bet eun tamm enkrez, eun tamm aoun pa ne gaven ket an alc’houez a zigore an tour.

Pevar alc’houez-ta a ioa stag ouc’h ar memez korden ; daou anezho a ioa fall...

— Alo, Ian, emeve, daoust ha te jomfe nec’het ? Daoust ha koll a ri fizianz e Doue hag er Verc’hez ? Aman e ranker neun pe veuzi ; esa eun alc’houez-all c’hoaz da velet, ha goude-ze e ri ar pez a c’helli.

Kemeret a riz va zrede alc’houez, hel lakaat a riz enn or..., mont a reaz er potaill evel pa viche teuzet diout-han. Va c’haloun a laouennaaz, hag, a gaf d’ign, a ledannaaz em c’hreiz. Deuet oa an taol ganen da vad... Trei a riz va alc’houez ; ar gleizenn a deuaz ganen, evel eun dudi, var he c’hiz en eur vigourrat evelato kement, ma krozaz an iliz evel pa viche laosket enn-hi eun tenn fuzil. Ne daoliz ket a evez ouc’h kement-se, re a fouge a ioa enn-oun. Digeri a riz ; an or, en eur drei var he muduren, a c’hrigonsaz kement, ma rea muioc’h a drouz c’hoaz eged guigour an alc’houez. Ne daoliz ket muioc’h a evez ouc’h grigonz ar vudurenn eged n’am boa great ouc’h guigour ar gleizenn. Mont a riz var eeun enn tour.

Savet oan daouzek pe drizek delezenn pa liviriz ouzign va-unan :

— Ian Pennors, eun dra zot ec’h euz great : lezet ec’h euz an alc’houesiou e dor an tour, ha, ma teu unan-bennag enn