Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
emgann kergidu

tec’het, mac’h en em gafche beac’h varnezhan, rak koajou a ioa a dro-var-dro.

Kaer a ioa, n’oa ket an Aoutrou de la Marche evit choum er vro. An archerien ne ehanent da furcha an tiez e kear ha da eskina an dud. Drouk a ioa ennho o velet tec’het an Aoutrou’n eskop, hag o doa c’hoant da lakaat da boueza var Gastelliz ar beac’h euz ho drouk. Red oa ive ’ta sonjal kemeret an teac’h. Ha da beleac’h mont nemed da Vro-Zaoz, d’al leac’h m’oa eat dija meur a eskop ha meur a velek ?

Ha penaoz kemeret an teac’h ha treuzi ar mor ? Neuze, kerkouls ha breman, aoutrounez Kastel o doa bagou braz avoualac’h evit mont da Vro-Zaoz ; neuze, kerkouls ha breman, e viche kavet, etouez an noblanz evel etouez ar goueriaded, martoloded kalounek avoualac’h evit ober a galoun vad ar veach, n’euz forz peger riskluz oa. Mes an archerien ha paotred ar c’houarnamant a ioa ho daoulagad var bep tra : teuler evez mad a reant. Ma viche guelet, dioc’h ar mintin, eat kuit epad an noz euz a Bempoull bag unan bennag euz ar re binvidik, kerkent e viche savet trouz ha klask d’ezhi. Kasset e viche var he lerc’h eul lestr braz bennag ha ne viche ket pell evit he faka. Daoust ha n’edo ket ar Sans-Pitie — e brezounek, an hini didruez — e kichenn Kastel-an-Taro, dare da astenn he lian ha da nijal var eeun varzu Bro-Zaoz, varlerc’h ar vagig vian ?

Petra da ober ive ’ta ?

D’ar mareou-ze, ha pell goude, betek nebeut amzer a zo zoken, e veze bep sizun e Rosko listri bian hag a rea froderez etre Franz ha Bro-Zaoz. Peurliesa e kargent guin-ardant, goude beza paet, e Franz, ar guiriou dleet evit kas evach er meaz euz ar vro : eur vicher oa hounnez. Pa vezent paket, ar pez ne c’hoarveze ket aliez, rak ar Zaozoun a gaf ive mad ho banne guin-ardant, a reont brandign anezhan, e viche dalc’het ar pez a veze el lestr : ar vartoloded avechou a veze lakeat eun dervez pe zaou er prizoun, ha goude-ze e teuent d’ar gear evit mont adarre er zizun varlerc’h da ober ar memez tra. — P’en em gave al listri bian-ze var vel da zouar Bro-Zaoz e taolent ho barrikennadou guin-ardant er mor, eun tamm ploumm pounner stag outho, evit ho c’has d’ar goeled, hag, ouc’h an tamm ploumm-ze, eur gordenn hir, eur pesiad spoue ouc’h he lost evit neuennat var an dour, da ziskouez e peleac’h edo. Ar re a rea ar vicher-ze o doa koumperi e Bro-Zaoz. Pa viche diskarget al lestrik ez