Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
emgann kergidu

ket a renk gant ar re all : chacha a reaz var ar plankenn edo al levriou varnezhan, hag e laoskaz eur griaden. Eno oa eun nor, hag, e tal an nor-ze, oa eur skalier evit diskenn d’ar jardin.... Ker buhan an archerien, an eil varlerc’h egile, evel chas chase o vont dre eun ode vean anter distank, a ziskennaz dre ar skalier-ze er jardin hag a c’haloupaz a-dreuz hag a-hed evit klask ho eskop kollet. Kaer o deoue klask ne gafchont den.

Lod-all a lavar oa eat anezhan he-unan euz he eskopti, araok m’oa en em gavet an archerien, an Aoutrou de la Marche, goude m’oa bet kuzuliet var gement-se gand he veleien ha gand an dud-all a Gastel a ioa enn dro d’ezhan.

Pehini euz an diou histor-ze eo an hini vir ? Ne ouzounn ket : Kastelliz a gount anezho ho diou. N’euz forz penaoz, an Aoutrou de la Marche a dec’haz da viana, rak n’en doa ket a c’hoant e vije skuillet evithan eur berad zoken euz a c’hoad he vugale, hag a ieaz da guzet da di an Itroun Jegou du Laz.

Goude m’o deoue furchet an archerien jardin an eskopti euz an eil korn d’egile, hag an eskopti euz an neac’h d’an traon, ep kaout an hini a glaskent, e teuchont e kear hag ec’h en em lakechont da furcha ive an tiez. Epad m’edo lod oc’h ober an dra-ze, lod-all a ioa kaset var loan, daou var hent Plouescat, daou var hent Berven, daou var hent Rosko da velet ha tec’het e viche an Aoutrou de la Marche dre unan bennag euz an hentchou-ze. Dont a rejont enn dro, eonennet ar c’houezen var ho c’hezek, ep beza kavet eskob ebed. Ker mad kuzet oa an Aoutrou de la Marche e ti an Itroun Jegou du Laz ma n’oue ket kavet e kear ken nebeut.

Evelato an Aoutrou de la Marche n’oa ket evit choum pell kuzet e ti an Itroun du Laz, rak an ti-ze a zo e kear, ha ma teuche an disterra beac’h varnezhan e viche tizet eaz avoualac’h abalamour ne gafche ket he dro da dec’het kuit : e kear n’euz na koat, na lann da guzet en ho zouez. Red oa ’ta d’ezhan klask eun ti all da guzet. N’oa ket diez d’ezhan kaout. Kement ti a ioa o Kastel, ken e kear, ken var ar meaz, a ioa digor d’ho eskop. Etre hanter-noz hag eun heur, an Aoutrou de la Marche, goude beza lakeat dillad-all, a deuaz, dre guz ha dre adren kear, da vaner an Aoutrou de Poulpiquet-Koatlez, a ioa o choum er Gernevez. Eno oa easoc’h d’ezhan en em guzet, hag ac’hano oa easoc’h d’ezhan