Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
emgann kergidu

ea ar vartoloded, ken dinec’h ha tra, d’ar porz mor, en eur lavaret n’oant nemed pesketerien baour, distaolet var douar Bro-Zaoz gant eur barr goall amzer. Evit guir, da lavaret d’ho c’houmper oa e peleac’h edo ar guin-ardant, ha ped barrikennad a ioa.

Mad, ar veleien hag an aoutrouien a guzulie an Aoutrou de la Marche a gavaz d’ezho n’oa ket guelloc’h hent eged hennez da dec’het araok an dud fallakr o doa kement a zrouk ouc’h an Aoutrou’n eskop. Eur c’hiz dister da guitaat he eskopti oa hounnez evit eun eskop ; evelato an Aoutrou de la Marche a aotreaz er memez tra.

Eun dervez, var dro teir heur goude kresteiz, an Aoutrou de Kermenguy a c’halvaz d’he gaout, d’he gampr, el leac’h n’oa nemethan he-unan, he vap n’en doa ket c’hoaz ugent vloaz achu.

— Va mab, eme an Aoutrou koz, oc’h huanada !

— Petra eo, va zad ?

— Ha kaloun hoc’h euz ?

— Ia, me gred, va zad, em euz kaloun, ha n’ounn ket den da dec’het araok va skeud.

— An dud iaouank a vez oll evel-se. Netra ne ra aoun d’ezho a bell, ha pa vezont dirag.... Hag an Aoutrou koz a blegaz ouc’h an daol, he benn etre he zaou zourn, en eur denna eun huanadenn hir.

— Kaout a ra d’ehoc’h, va zad, eme an Aoutrou iaouank, e vefenn den da dec’het n’euz forz dirak petra, gant ma vezo evit ar mad ? Neuze ne vefenn ket mab d’ehoc’h.

— Komz evel eun den a rit aze, va mab, ha vad a ra d’am c’haloun ho klevet.

— Perak ’ta neuze, va zad, hoc’h ken nec’het o komz ouzign ?

— Abalamour, va mab, ar pez am euz da ginnik d’ehoc’h a zo eun dra rust meurbed.

— Komzit, va zad, n’euz forz peger rust e c’helfe beza, ho mab a zento, rak n’hoc’h evit gourc’hemenn d’ezhan nemed traou mad.

— Va mab, eme an Aoutrou de Kermenguy goz, evel dizammet hag en eur zellet ouc’h an den iaouank, ma c’houlenfenn diganeoc’h ha rei a rafac’h a galoun vad fenoz, ne ket varc’hoaz, fenoz, ho puez, mar deo red, evit ho Toue, ho relijion hag ho pro, hag en ober a rafac’h ?

Daoulagad an Aoutrou iaouank a steredennaz : mont a reaz da gaout he dad, kregi a reaz en he zourn :