Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
emgann kergidu

— Mad avoualac’h eo ar pez a livirit, Aoutrou. Me eo a ielo da Verven, eme an oll a-unan.

— Mar d-a kement hini a c’houlen mont, ez efot-oll, eme an Aoutrou de Kerbalanek enn eur vousc’hoarzin, rak vad a rea d’he galoun guelet n’o doa ket he dud kollet fizianz enn-han, evit-han da veza kollet e Kerguidu.

An oll a dosteaz ouc’h an Aoutrou de Kerbalanek oc’h en em horta an eil egile ; oll o doa c’hoant da vont da riskla ho buez var bek tour Berven.

O klevet kement-se, unan-bennag a lavaraz :

— Pa’z eo guir o deuz c’hoant an oll da vont, tennomp plouz-berr, hag an hini en devezo ar blouzenn verra pe irra, hervez ma vezimp en em glevet araok, hennez a ielo enn hent.

— Nann, eme an Aoutrou de Kerbalanek, ne fell ket d’ign ez afe an traou er c’hiz-se. Ar plouz-berr a zo evel an tenna da zort, dall put, a c’hell lakaat eun den kamm el leac’h ma tlefe beza eun den lijer, hag unan bian el leac’h ma viche red kaout unan braz. Diskouez oc’h euz great d’ign bete vreman hoc’h euz fizianz enn-oun.

— Ia, ia, hag hor bezo atao.

— Neuze, lezit ac’hanoun da ober va bolontez, kredit mad e rign guella ma c’hellign, ep lavaret e tal muioc’h an eil ac’hanoc’h evit egile, rak oll oc’h tud a galoun.

— Alo ! grit ar pez a gerfot ; ar pez a reot a vezo great mad. Hini ac’hanomp ne gavo abek er pez ho pezo great. Hanvit ho ten.

— Mad, Ian Pennors eo am beuz choant a iafe da staga va riblennad lian-du var bek tour Berven.

O klevet va hano, red eo d’ign hen anzao ouzoc’h, ez eaz fouge enn-oun. D’ar mareou-ze me a ioa iaouank, hag e koat Kermenguy, gand an Aoutrou de Kerbalanek, oa tud kosoc’h eged oun-me ha startoc’h an tamm anezho ive ; ha koulskoude, enn ho zouez-oll, me eo a ioa dibabet evit sevel var bek tour Berven.

N’em boue ket kals a amzer da chom d’en em fougeal ; an Aoutrou de Kerbalanek a zistroaz ouzign hag a lavaraz d’ign :

— Ian, ha mont a ri a galoun vad da staga ar riblennad lian-du-man ouc’h bek tour Berven ?

— Ha var var a ze e c’hellit beza, Aoutrou de Kerbalanek ?