— Gouzout a ran, Ian, emez-han d’ign adarre, ec’h euz great traou burzuduz enn derveziou tremenet ; mez goasoc’h, a gaf d’ign, eo ar pez ec’h euz da ober enn noz da zont eget kement tra ec’h euz great betek hen.
— Doue hag ar Verc’hez o deuz va diouallet ; va diouall a raint adarre, fizianz am beuz enn-ho. Roit d’ign ho kourc’hemennou, ar pez a leverfot a vezo great araok varc’hoaz vintin, pe Ian Pennors a vezo eat da varadoz an Aoutrou Doue.
— Doue hag ar Verc’hez a ziouallo ac’hanot, Ian, her c’hredi a ran ; mez red e vezo did ive lakaat da oll-skiant da c’hoari.
— Bezit dinec’h, mestr ; Ian Pennors n’en devezo ket a c’hoant kousket fenoz.
— Arabad en defe ken neubeut. Setu aman petra e pezo da ober. E-berr, pa vezo erru an abardavez-noz, e vezo lakeat d’id, egiz eur gouriz, ar riblennad lian-du enn dro da kroaz-lez, evit miret na vezo guelet gand den. Er c’hiz-se, hag e vez guelet var an hent, ne vezo ket taolet evez ebet ouzid, ha ne vezi ket anavezet.
— Petra, eme-ve, ne d-aio ket va fuzil ganen ?
— Da ober petra, da fuzil ?
— Da ober petra e vez roet he fuzil da eun den a vrezel ?
— Neuze evelse, ma vezez guelet var an hent gand soudarded Canclaux, eman great ganez.
— Marteze... Var hent Lanhouarne euz chomet meur a hini, ha me a zo aman.
— C’hoant ec’h euz-ta da gas da fuzil ganez ?
— Ia, ha c’hoant braz. Ma n’am beuz ket anezhi zoken, e vezo du va fenn en eur vont varzu Berven.
— Mad, lezet e vezo da vont ganez.
— Bennoz Doue d’eoc’h, Aoutrou de Kerbalanek. Lavarit d’ign breman, pa gerfot, ar pez am bezo da ober. Ian Pennors, gand he fuzil, a ielo varzu Berven kel laouen evel ma’z ea varlene da bardoun Lochrist.
— Pa vezi kempennet ganeomp-ni er c’hiz-se, ar riblennad lian-du oc’h ober gouriz d’id, ez i varzu Berven dre ar c’hoajou, dre al lanneier hag ar parkeier, a-hed ar c’hleuziou, eur park pe zaou dioc’h an hent braz. Dre ma’z i e selaoui, ha, keit ha ma ne glevi netra dre an hentchou nag adreuz an douarou, e c’helli bale dinec’h. Ne ket red lavaret d’id, mar klevez trouz a gleiz, e ranki trei a zeou, ha ma