Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
emgann kergidu

riblennad lian-du var bek tour Berven ; guelloc’h e viche bet ganeomp, e guirionez, staga banniel guenn hor roue.

— Komz a rit evel tud a galoun, mez ne gomzit ket avad evel tud a benn. Kaout a ra d’eoc’h e c’helfot sevel e tour Berven ken eaz ha m’her lavarit ? Daoust ha ne c’houzoc’h ket eo bourk Berven leun a zoudarded ?

— Sell, ia, Aoutrou, guir a livirit adarre.

— Lezit ac’hanoun da gomz d’eoc’h ha sentit ouzign.

— Lavarit, Aoutrou ; ni a vezo sentuz.

— Mad, ar riblennad lian-du am beuz da staga ; mar d’eo hirr, ne ket pounner. Ne ket red dek den evit he dougen : unan epken a zo avoualac’h.

— Nann, nann ; ne ket avoualac’h unan epken ; ha mar kouez beac’h var-n-ezhan ?

— Selaoui-ta ac’hanoun ; c’houi ne zelaouit nemed mouez ho kaloun. Me a c’hoar ervad n’em meuz nemed lavaret d’eoc’h : Paotred, eomp araok, baleomp var soudarded Canclaux, ha pep hini ac’hanoc’h, sounn he benn, tan enn he lagad, a grogo enn he fuzil hag a valeo ganen. Mez ne ket an dra-ze am beuz c’hoant da ober, rak ne c’hellan ket hen ober, siouaz ! Ar pez am beuz c’hoant da ober, ar pez a rankan zoken da ober, eo kas unan ac’hanoc’h da ober ar grevidi. Souezet oc’h, a velan, rak trei ha distrei a rit en eur zellet an eil ouc’h egile.

— Souezet omp eun tamm, evit guir, rak eun den epken a c’hell beza lazet buan avoualac’h. Kasit daou da viana.

— Kas daou ! Petra eo daou zen a enep ar vandenn soudarded a zo e Berven ? N’int ket kals a dra ; mez evelato, ma vez lazet an hini a zougo an tamm lian-du, petra refot ?

— Ma vez lazet hennez, ne vezo staget netra ouc’h bek tour Berven, anat eo, rak ar republikaned a zalc’ho gant-ho va banniel du ; mez ma vez lazet hennez, egile a viche lazet ive ker buan, sklear eo, rak beza e vezint an eil gand egile, hag, e leac’h unan, daou zen paour eo a vezo maro. Ha mad eo kas daou zen d’ar maro pa’z eo avoualac’h unan, re zoken ?

— Nann, guir a livirit.

— Mad, setu aman petra ez an da ober. Da unan ac’hanoc’h ez an da rei ar riblennad lian-du ; evel eur gouriz hel lakaio enn dro d’he groaz-lez. Pa vezo savet e bek tour Berven, hel lammo kuit hag e stago anez-hi eno, guella ma c’hello, evit beza guelet a bell hag a bep tu.