Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
emgann kergidu

— Fouge e zo enn-oun o klevet ac’hanoc’h hag o velet ac’hanoc’h ker kalounek. Bennoz Doue d’eoc’h ! — Bremaik e lavaren d’eoc’h e tlie an hini a ra brezel beza var evez a bep tra, var ar c’holl kerkouls ha var ar gounid : setu ive ar pez am beuz great. En eur gas tud da gostez Menez-Are, em beuz lavaret d’ezho evelhen ; araok ma viot distro euz ar Menez d’an Arvor, ni hon devezo bet eur stokad ouc’h Canclaux hag he zoudarded ; me gred e teuimp a-benn anezhan. Mad, neuze, ma vezomp ar mistri, e vezo var bek tour Berven, a zo var an huel, a veler a bell hag a bep tu, eur banniel pe eun drapo guenn-kann o nijal laouen gand an avel ; ha mar kollomp, el leac’h eur banniel guenn, eur riblennad lian du ne vezo ken, evit dougen kaon d’ar re a vezo maro. Evel a velit, e sonjen er c’holl kerkouls hag er gounid.

— Ia, guelet a reomp hon deus eur mestr hag a zo he lagad e pep leac’h, a c’hoar diouall ouc’h an drouk hag a gemer poan gand he dud.

— Mad, ha ne ket guelloc’h d’eomp lakaat eur banniel du var bek tour Berven eged ne d’eo mont betek enn-ho da lavaret da baotred ar Menez mont d’ar gear, rak tizet omp bet e Kergidu.

— Koulskoude, Aoutrou de Kerbalanek, ma viche eat unan-bennag ac’hanomp betek enn-ho, enn diviche gellet komz out-ho ha lavaret d’ezho n’omp ket digalounekeat ha ne c’houlennomp ket guell eged en em ganna adarre ouc’h Canclaux.

— Guir eo an dra-ze ; mez nebeut a dud omp, ha dre aman e c’heller kaout izoum ac’hanomp-oll. Hag ouc’hpenn-ze, ha n’oc’h euz-hu ket sonjet enn dra-man : Euz a bep tu e tle dont tud d’hor c’haout : red e ve ive-ta kas d’an nebeuta dek den e kevridi evit lakaat unan epken var bep hent, ha c’hoaz marteze n’en em gavo ket var an hent mad.

— Ar virionez a livirit adarre, Aoutrou. Paotred ar Menez, e leac’h dont dre an hent braz, a c’hell kemeret an hentchou a-dreuz, ha ped hent-treuz n’euz ket ac’halenn da Landivicho ?

— E leac’h ma lakeomp hor riblennad lian-du var bek tour Berven, hervez m’omp en em glevet, e c’hello beza guelet a bell hag a bep tu, hag er c’hiz-se e lakaio an oll da veza var evez.

— Mad ar pez a livirit, Aoutrou. Ni a ia da staga ar