— Lavarit d’eomp-ta neuze ma klevimp.
— Mad, selaouit. Lavaret em beuz d’eoc’h e tle dont d’hor c’haout da Verven, tud euz a gostez Menez-Are evit mont var gear Vrest.
— Ia, an dra-ze oc’h euz lavaret ; ha goude ?
— Ma teu an dud keiz-se var eeun betek Berven, hep kaout kelou ebed, e kouezint etre daouarn ar republikaned, rak n’emaint ket var c’hed da gaout, e Berven, soudarded Canclaux.
— D’eomp d’ho diambrouk, ha, mar d-emaint avoualac’h hag armet mad, e tistroimp gant-ho enn dro da lakaat Canclaux da baea ker an drouk en deuz great d’eomp e Kergidu.
— C’houi a zo eaz d’eoc’h lavaret, va zud paour ; c’houi ne c’houlennit nemed emgann. Mez me, ho mestr, a rank sellet a-bell ha diouall a bep tu ; me a rank beza atao var evez, rak, dirag Doue, me a zo karget ac’hanoc’h, hag e vezo red dign renta kount d’ezhan euz ho puez, mar ho lakaan, dre va fazi, var var d’he c’holl.
— Bezet dinec’h var gement-se. Ni hoc’h anavez mad, hag hor fizianz a zo ennoc’h.
— Mad, neuze, selaouit ac’hanoun, ha sentit ouzign. Enn derc’hent deac’h n’oa soudarded nemed e Berven, e Guitevede hag e Sant-Nouga ; mez abaoue, ha n’int-hi ket eat dounnoc’h er vro ? Ha n’euz ket breman anezho e Plouvorn, e Guikourvest, e Guikar, e Bodiliz, ha zoken marteze e Landivicho ? Hini ac’hanomp n’her goar, hag ar re a zigas bevanz d’eomp, ne c’houzont ket ken nebeut, her goulenn em beuz great digant-ho. Penaoz ive-ta e c’helfemp-ni mont da ziambrouk paotred Menez-Are, a zo erru d’hor c’haout ? Bep kammed a raimp emaomp e riskl da goueza e mesk eur strollad republikaned.
— Koulskoude n’omp ket evit lezer hor breudeur da goueza etre paoiou bleizi ker kriz ha soudarded Canclaux.
— Ne ket hennez eo ive va mennoz, hag an dra-ze eo a lakea tenval va fenn.
— Red eo, kousto pe gousto, da unan-bennag ac’hanomp daou pe dri ma ranker, mont a-dreuz ar vro, dre an hentchou distro, da lavaret d’an dud kalounek-se, e pe zoare stad eman an traou ganeomp.
O klevet ac’hanomp o komz er c’hiz-se, an Aoutrou de Kerbalanek a reaz eur mousc’hoarz, hag a lavaraz :