dra-ze a zizamme eun tamm ho c’haloun, hag, evel m’edo dija ar berr-alan gantho, e chommchont a-za hag e tistrochont da velet hag eun tamm lans o doa c’hoaz. P’edont o tistrei, e klefchont eur griadenn, mez ne velchont den ; ar zoudard a rede var ho lerc’h a ioa evel teuzet. Souezet e ouent pa glefchont eur roc’hadenn evel unan-bennag o tisteuler, ha pa velchont eun dourn o sevel er ganol var gorre an dour.
— Philip, eme an Aoutrou Breton, ar zoudard a zo kouezet er ster hag a ia da veuzi, deomp d’hen tenna er meaz.
— Hen tenna er meaz !... hen hag a denne bremaik varnomp !
— Philip, hennont a zo ive eur c’hristen. Marteze eo mab da eun den ker kalounek ha te ; ranket en deuz mont da zoudard, ha breman e ra he vicher. Da vab-te, marteze, a ranko ober ar memez tra er broiou-all.
— Guir a livirit, Aoutrou persoun, d’eomp d’hen tenna er meaz... Koulskoude n’oun ket evit kaout truez outhan : bremaik edo o tenna varnomp.
Red eo kredi en doa bet c’hoant ar zoudard da lammet dreist ar ganol, evel an Aoutrou Breton ha Philip Kerangueven, mez re verr oa bet he lamm hag oa kouezet e kreiz. P’en em gavaz an Aoutrou persoun hag he gamarad var ribl ar ster, oa eat dija eur pennad brao ar zoudard gand an dour. Her guelet a rechont hanter-veuzet, eat gand an dour ha chommet stag ouc’h eur skour alek a iea betek kreiz ar ganol. N’oant ket evit mont betek ennhan, rak re zoun oa an dour ; n’oant evit hen tizout, rak re hirr edo dioc’h outho. Neuze Philip a lavaraz d’an Aoutrou Breton :
— Ma lesfemp heman aman eur pennadik c’hoaz, ne denfe ken var ar Vretouned... Mez c’houi ne fell ket d’ehoc’h. Mad, tennomp anezhan er meaz ’ta. Me a ia betek bek ar skour alek a velit azioc’h an dour ; c’houi, krogit er vezenn gand eun dourn, astennit dign ho tourn-all, ha neuze dalc’hit mad gand ho taou zourn.
Philip a valeaz hed ar skour, a blege ganthan ken a edo he-unan enn dour betek he hanter ; astenn a reaz he zourn evit distaga ar zoudard dioc’h ar skour m’oa speget outhan.
— Krok oun ennhan, Aoutrou persoun ; dalc’hit mad ’ta, rikla a rit...
— Ia, Philip, darbet eo dign koueza. Te ac’h euz great