Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
158
emgann kergidu

mont varzu ar gear. Deuet oant er meaz euz ar c’hoat hag ez eant d’an traon a-hed eur c’hleuz, pa glevchont eun tenn o krozal hag eur vouled o sutal dreist ho fenn. Kerkent e velchont enn neac’h ar park eur zoudard hag a deue d’ar red var ho lerc’h. Ne velent nemed unan, mez ar re-all a ranke beza tost, anez, Philip Kerangueven n’en diviche ket tec’het. N’en doa ket a aoun rak he zen, mez petra c’helle da ober he-unan a enep ugent pe dregont soudard marteze, rak eur vandenn vad oant e maner Dourdu ?

— Deomp, Philip, eme an Aoutrou Breton, buanna ma c’hellimp d’an traon, ha treuzomp ar ganol ; enn tu-all e vezo eaz d’eomp kaout eun tamm kuz.

— Ia, Aoutrou persoun, mez pa vezimp er foennok, e vezo eaz d’ezhan tenna varnomp, el leac’h ma’z eomp a-hed ar c’hleuziou e c’hellimp en em ziouall.

— Evit heman a zo var hor lerc’h a zo diskarget he fuzil, ha n’en deuz ket a amzer d’he c’harga. Araok ma teui ar re-all ne velomp ket, hor bezo treuzet ar ganol.

— Bolontez Doue ra vezo great ! deomp enn hent !

Hag an Aoutrou Breton ha Philip Kerangueven d’an traon buanna ma c’hellent. Ar zoudard a c’haloupe ive var ho lerc’h en eur grial outho chomm a-za ; gounit a rea varnezho eun neneudik marteze, mez evelato edont eun tamm brao araok p’en em gafchont e traon ar park. Skrimpa a rechont buan var ar c’hleuz ; mez p’edont o tiskenn enn tu-all, soudanenn an Aoutrou Breton a spegaz ouc’h eur c’hef dero hag hen dalc’haz a-ispill. Philip a rankaz dont enn dro d’hen dispega, hag, epad keit-se, ar zoudard a c’hounezaz kement varnezho, ma n’edo ket ouc’hpenn kant paz ken var ho lerc’h. Mall oa reded adarre.

— Deuit dre aman, Aoutrou persoun, eme Philip. Me vel a-hont eun tamm torkleuz, ha divarnhan hor bezo lans da lammet enn tu-all.

An Aoutrou Breton a zentaz ; mont a reaz var eeun varlerc’h Philip Kerangueven, hag, eveld’han, divar an torkleuz, e c’hellaz lammet enn tu-all d’ar ganol. Neuze ec’h en em lakechont da reded adarre buanna ma c’hellent evit gellout mont er meaz euz ar fonnneier ha sevel da gaout an tiez a zo dirak, rak eno e kavint tud d’ho difenn.

Evel am beuz lavaret d’ehoc’h, ar zoudard, en eur zont var ho lerc’h, a grie varnezho chomm a-za. Eur veach m’oa tremenet gantho ar ganol, ne glevent trouz ebet ken ; an