Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
emgann kergidu


C’HOUEZEKVET PENNAD


————
Goude an emgann


Goude m’oa achu emgann Kergidu, pep hini, evel em euz her lavaret d’ehoc’h, a en em zestumaz gand tud he vro evit mont kuit, nemed eur vandenn baotred iaouank a ioa eat da ambrouk Canclaux, evel a ouzoc’h, ha n’o doa ket a c’hoant da vont d’ar gear. Lakeat o doa enn ho fenn ober bepred hag atao, enn noz hag enn deiz, var ar meaz evel e kear, brezel da Ganclaux ha d’ar republikaned, betek ho huanad diveza. Ne ket red dign lavaret d’ehoc’h edoun e touez ar re-ze. Goude-ze me a gounto d’ehoc’h petra hon euz great, mez araok e rankan lavaret d’ehoc’h ar pez a ioa c’hoarvezet gant Philip Kerangueven, a vereuri Kerouzere, ha gand an Aoutrou Breton, persoun Sibiril.

Du ho fenn, glac’haret ho c’haloun, ez eant a-dreuz, varzu Sibiril. Araok o doa kaset ho zud d’ar gear ; hi a ioa er penn varlerc’h evit gouzout ha n’oa chommet den ebed euz o bro glazet enn tu-bennag. Edont o tremen maner Dourdu, pa deuaz er meaz euz an ti eur vandenn soudarded. Ker buan e savaz kri enn ho zouez, rak anat oa d’ezho oant kouezet var daou enebour, pa’z eo guir edo he zoudanenn gand an Aoutrou Breton, hag he fuzil var he skoaz gand Philip Kerangueven. Epad m’edo ar soudarded o lakaat ho fuziliou e doare da denna, an Aoutrou Breton ha Philip a ioa dija lammet dreist ar c’hleuz enn eur park, hag euz ar park-se enn eur c’hoat bian azioc’h ar foenneier. Eno e chommchont eur pennad da zelaou ; klevet a reant ar zoudarded oc’h ober klask a dro-var-dro ; hini anezho ne deuaz d’al leac’h ma edont, hag a-benn eun hanter-heur e teuaz an traou da veza sioul. Anat oa ez oa eat ar zoudarded enn ho hent. Marteze oa kroget aoun ennho na viche eat hon daou zen da glask tud da skei varnho. Philip Kerangueven hag an Aoutrou Breton a zonjaz neuze dont euz ho c’huz evit