Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
emgann kergidu

eur jachadenn varnoun en eur gregi enn da zoudard. Breman oun krok mad adarre ; dalc’h mad ive.

Philip a zalc’haz mad, tenna a reaz ar zoudard euz an dour hag en digas a reaz var ar foennok. Kenta a reaz goude-ze an Aoutrou Breton ha Philip, oue teuler eun taol lagad enn dro d’ezho, gand aoun ne viche deuet ar zoudarded-all da denna varnezho, mez ne velchont den. Neuze e lakechont ar zoudard var he gostez, tro he c’hinou d’an douar. Ne zaleaz ket da zislounka an dour en doa evet, digeri a reaz he zaoulagad hag e chommaz mantret o velet en he gichenn an Aoutrou Breton ha Philip Kerangueven, en doa c’hoant da laza n’oa ket eun hanter-heur c’hoaz. An daou-man her lezaz hag a ieaz kuit. Ar zoudard, o velet anezho o vont enn ho hent, a zavaz he benn da zellet outho, mez ne lavaraz ger ebed.

An Aoutrou Breton ha Philip en em lakeaz adarre e bale, hag a en em gavaz araok m’oa re noz e mereuri Kerouzere, el leac’h m’edo ar c’hri hag ar vouel, rak gouzout a reant o doa ranket paotred Breiz kemeret an teac’h e Kergidu. Goasoc’h c’hoaz zoken a ioa lavaret eget n’oa c’hoarvezet, rak ar brudou fall a ia atao var gresk, ha kredi a reat oa chommet Philip Kerangueven var an dachenn, pe da viana mac’hagnet, eb den d’her prederia.

Araok dilezer Kergidu, e rankan lavaret d’ehoc’h eun dra hag a ra poan d’am c’haloun. Enn amzer a zo breman, ne gaveur netra a vad ebed great gand ar re goz, evel pa rafet breman kement-all a draou brao ! Klevet a rear tud hag a c’hoarz o kaozeal euz a emgann Kergidu, evel pa ne viche bet nemet eur bugaleach, eun taol brabanz great gand tud ha ne c’houient ket petra a reant. Dalc’h mad, ar re a c’hlabous muia, eo ar re a vez aounika p’en em gaveur var var da goll ar vuez, hag a vez da genta o trei kein epad an emgann ; her guelet em euz va-unan. Sonjit ar pez a gerfot, d’in-me, d’am oad, ho parnedigez ne rai na tomm na ien. Me a oar peger stard eo bet emgann Kergidu, ha soudarded Canclaux a zalc’haz ive pell sonj penaoz oant bet teurket ganeomp-ni. Setu aman hag hen diskouezo d’ehoc’h.

Goude emgann Kergidu, gand aoun na deuche ar vro d’en em zevel a-bez a enep ar republik, e oue digaset da Gastel seiz pe eiz mil soudard, ha forz kanoliou gantho. Mad, peb tro ma’z ea unan-bennag divar ar meaz e kear, eur boned segovii var he benn, da verza eul loan pe eur boezellad ed,