Traou diskiant eo lavaret an traou-ze. Daoust ha breman kerkouls hag aziagent, ar veleien n’int ket karget da ziskleria d’an oll lezennou an Aviel ? Daoust ha n’int ket karget da ziouall an denved roet d’ezho da viret, evel m’hel lavar hor Zalver J.-C. ? Hag e viot souezet neuze o klevet anezho o krial : Harz ar bleiz ! pa deuio an dud fall da esa diskrisienna euz ho kaloun karantez an Aoutrou Doue ? Nann. Enn ilizou, kerkouls ha dre oll, ar veleien a dle krial, hag a grio bepred a enep an dud fall hag ar fals-kredennou. Guechall, evit serri ho ginou outho, evit miret outho da brezek gourc’hemennou Doue ha re an Iliz, e veze trouc’het ho gouzouk outho ; breman ez euz c’hoant da viret ar memez tra. Peur e teuio adarre ar c’hiz koz da zibenna ar veleien ? Kentoc’h eget na sonj da gals marteze. Da c’hedal ar veleien a gendalc’ho da brezek lezennou Doue hag a lavaro marteze da veur a republikan : Te a zo laer... Te a zo den fall...
Re hirr e chomman da gomz d’ehoc’h divar-benn ar veleien, rak an dud vad n’o deuz ket izomm a guzul, hag ar re fall ne zistroint ket. Burzudusa ma kavan eo seul-vui ma vez sot ha diskiant ar pez a vez lavaret divar ho fenn, seul-buannoc’h a-ze ne vez kredet ken. Daoust ha ne ket bet dre ar vro, epad ar brezel diveza ker glac’haruz, ar brud oa ar veleien eo a gase arc’hant d’ar Prus evit ober brezel d’ar Franz, int-hi hag a ioa ho breudeur oc’h en em ganna a eneb hon enebourien, int-hi hag a varve hiniennou anezho eat da heul ar zoudarded ? Mad, an dra-ze a zo bet kredet !!!
Henvel a c’hellan d’ehoc’h tri belek hag a ioa deuet d’hon heul : an Aoutrou Breton, persoun Sibiril, an Aoutrou Cren, kure Guinevez-Lochrist, hag an Aoutrou Goachet, kure Guitevede. Beza oa c’hoaz re-all, ne hanvan d’ehoc’h nemed ar re a ioa euz hor bro-ni. Ne d’an ket aman da lavaret d’ehoc’h ar vad o doa great ar veleien-ze d’eomp ; ho kaloun her lavaro d’ehoc’h guelloc’h eget va c’homzou. Kriz eo mervel e kougn eur park, e kreiz ar vouillenn pe var an erc’h, eur vouled er penn, eur vreac’h torret, an divesker bruzunet, ar c’horf kilvisiet a daoliou kleze pe a daoliou baionnettez. Nag e ra vad d’ar galoun kaout neuze eur belek enn ho kichenn, eur mignoun hag a lavar d’ehoc’h : « Bezet dinec’h, va breur, ho pec’hejou a zo pardounet d’ehoc’h. Doue a zo digor frank dor he varadoz evit o tigemer, rak mervel a rit evit ho relijion hag evit ho pro. » Ha ma teu ho lagad da drei varzu ho parrez, varzu ar gear, ar belek a anavezo ar pez a