Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
emgann kergidu

fell d’ehoc’h, hag a lavaro d’ehoc’h c’hoas : « Ia, ia, va mignoun, me a ielo da lavaret d’ho mamm : Kenavezo er baradoz, evidoc’h ! »

Komzou er c’hiz-se a skuill nerz ha zoken eun tamm levenez e kaloun ar zoudard paour a vel neuze, eb en em glemm, heur ar maro o seni evithan, pell dioc’h he vro.

Mac’h en em gannemp-ni a galoun, arabat eo d’ehoc’h kredi n’en em zifenne ket ar republikaned guella ma c’hellent. Setu aman eun taol hag en diskouezo d’ehoc’h. Kountet eo bet dign gand an Aoutrou Postec, persoun koz Sant-Kadou, e kever Sizun, breman o chomm, enn he gozni, e ti an Aoutrou Abgrall, persoun Lannilis [1], rak e Kergidu edo ganeomp-ni ive Ian Bostec. Neuze oa iaouank-flamm, ha, p’her gueliz, oa reuget he rokedenn, hag an tamm a nije gand an avel adren he gein. Nebeut goude emgann Kergidu e oue paket gand an archerien ha kaset da zoudard pell dioc’h he vro ; kaset e oue da Fontaineblo. — Ha setu perak, abaoue, he vignouned o deuz, dre farz, hen leshanvet Fontaineblo. — Mez ne zaleaz ket da zigampa ac’hano ep lavaret kenavezo d’he gabiten ; distrei a reaz da Vitevede, he vro, hag a benn daou viz goude-ze, edo adarre enn hon touez-ni.

Mad, an Aoutrou Postec en deuz lavaret dign edont o tont divar dro Loklouer varzu Kroaz-Mean, hen, Eozen Roue, a Gervengant, ha Glaoda he vreur. Araok treuzi an hent braz, Glaoda Roue a zavaz var eur c’hleuz da zellet a dro-var-dro gand aoun na vichent kouezet e kreiz eun toullad republikaned. Ne glevet trouz ebed. Kenta tiz o doue, Ian Bostec hag Eozen Roue, oue guelet Glaoda o viza, ha ker buan an tenn er meaz. Tenna en doa great var eur zoudard hag a rede varlerc’h Eli Bertevas, euz a vaner Pont-Plenkoet. Biza mad en doa great, rak diskar en doa great he zen d’an traon. Ker buan ha m’her guelaz o ruilla, ec’h en em lakeaz da grial a-bouez penn ouc’h Eli :

— Chomm a za ! chomm a za ! lazet eo ar zoudard ganen-me. Lazet n’oa ket, n’en doa great nemed terri he c’har outhan. Ker buan ha ma klevaz ar zoudard Glaoda o krial, e tistroaz varzu ennhan. Sevel a reaz var he c’hoazez, kregi

  1. An Aoutrou Postec a zo maro abaoue m’eo skrivet an dra-man. Lennet eo bet d’ezhan evelato Emgann Kergidu, hag e lavare, en eur mousc’hoarzin : Guir eo ar pez a gountez, dom Lan, mez perak komz ac’hanoun-me ?