Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
emgann kergidu

gantho an hini mac’hagnet, ha goude beza great d’ezhan guella ma c’hellent, her lakeant e kirri o doa klasket, var golo fresk o doa kerc’het. Nann, her lavaret a ran, ne oufe den, nemed her guelet en defe, anaout ar vad a reaz d’eomp merc’hed deuet gand ho zud euz a Gastel, a Rosko, a Enez-Vaz, a Blougouloum, a Blouenan, etc.

Evit-ho da veza deuet da brederia an dud glazet epken, an dra-ze ne vire ket outho, e fesoun, da c’hoari ho zaol pa viche red. Diou blac’h iaouank, euz a Arvor-Gleder, a iea da Gervrenn da brederia daou baganad a Blouneour-Dreaz kouezet enn emgann ; unan anezho a ioa torret he c’hinou gand eun tenn fuzil ; egile a ioa toullet he gostez gand eun tamm mindraill. Pemp pe c’houeac’h soudard a gouezaz varnho araok m’o doa gellet mont betek an ti, hag o doa c’hoant da beur-achui an daou baganad. Mez ar c’hoant-se n’oa ket c’hoant an diou blac’h iaouank. Lakaat a rechont an daou c’hlazet var an douar, hag, unan anezho, gand eur forc’h, eben gand eur peul, ec’h en em lakechont d’en em ganna a vad a enep ar zoudarded. Harpa mad a rechont ive, rak derc’hel a rechont ken a en em gavaz eun ugent bennag ac’hanomp-ni gantho. Ouc’h hor guelet, ar zoudarded a spountaz, ha, p’en em gafchomp gant-ho, n’oa ken nemed an diou blac’h iaouank hag an daou baganad glazet.

Ouc’hpenn m’oa deuet eur vaouez bennag d’hon heul, oa deuet c’hoaz ganeomp meur a velek. Oh ! mac’h oufac’h pegement a vad a ra da galoun eur zoudard kristen, derc’hent an emgann, enn dervez araok mont d’ar bed-all marteze, kaout azindan he zourn eur belek evit rei d’ezhan, enn hano Doue, ar pardoun euz he bec’hejou ! Mac’h oufac’h an dra-ze, ne ve ket kement a c’hlabouz ganeoc’h divar gount ar veleien.

Enn amzer goz, ar veleien a ioa karet ha doujet gand kement hini a anzave beza kristen mad. Deski a reant d’ar bobl lezennou Doue, her pellaat a reant diouc’h fals-kredennou an dud dizakret. Abalamour da ze eo o doa drouk outho an dud fall a ioa e penn an dispac’h, rak ar re-man a c’houie ne deuchent ket abenn euz a dud ar vro, epad ma chommche enn ho zouez beleien hervez kaloun Doue ; ha setu perak oant en em lakeat da harlui anezho.

En hon amzer-ni, eur belek a dal nebeut, pe netra zoken, eme eur rumm dud. Perak ? Abalamour ma ne gavont ket mad an traou a reont. Ar pez a ra ar veleien ne ket mad ?