Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
emgann kergidu

dremeno a-rez Melgorn evit kemeret an Aoutrou Poullaouec en eur vont abiou, hag her c’haso d’as lestr-te a vezo var dro ar Fourn.

Pemp dervez goude-ze, eur merc’hervez, etre dek hag unnek heur euz ar mintin, sklear an amzer ha tomm an heol, ar viskinen Maris-Stella, — stereden ar mor, — kabiten Jaouen, a zave he heoriou euz a borz Brest, hag a iea, gand an avel draon, er meaz euz ar rad, dre greiz al listri a vrezel, ep ma teuaz hini da c’houlen diganthi da beleac’h ez ea. A benn teir heur goude kresteiz, oa kollet a vel gand an oll, ha den ne sonjaz mui ennhi.

Er memez dervez, var dro eiz heur dioc’h an noz, ar c’habiten Kivoron a ioa, e Porspoder, o vont er meaz euz he di. Pa zigoraz dor he borz ec’h en em gavaz tal-oc’h-tal gand eur vanden soudardet ne baouezent da ober klask ha furch dre ar vro.

— Sell ’ta, kabiten Kivoron, da beleac’h ez ez-te evelse d’ar mare noz-man, eme mestr ar zoudarded ?

— Mont a ran da besketa ; brao an amzer, me gred e krogo ar pesked fenoz.

— Hag e chommi epad an noz var ar mor ?

— Me gred, nemed araok an deiz em befe karget va bak, ar pez a vezo diez, a gaf dign.

— Guelloc’h eo did dont da Arc’hantel ganeomp-ni da eva peb a vanne e ti ar Prat.

— Guir a livirit ; mez va fried a zo grignouz an tamnn anezhi. Ma klefe e ven bet oc’h eva eur banne epken zoken ganeoc’h c’houi, e c’helfen kaout fest ar vaz varc’hoaz vintin, en eur digouezout er gear.

— Selaouit ’ta, paotred, ar c’habiten Kivoron, eur c’hi mor, en deuz aoun da veza kannet gand he c’hrek ! Ah ! ah ! ah !

Hag ar zoudardet a-bez da c’hoarzin a-unan gand ho c’habiten.

— Mad, mez a rit dign, eme Kivoron, gortozit ma sellign ha ne ket deuet var va lerc’h.

Hag ar c’habiten Kivoron a reaz an neuz da zellet e porz he di dre eur faout a ioa enn nor. — Ne rea nemed an neuz, rak Esther n’oa ket droukoc’h eget eun all. — Hag e lavare outhan he-unan : epad ma paign da eva d’ar re-man, e ti ar Prat, an Aoutrou Poullaouec en devezo amzer da ziskenn var an aod, ha da vont, eb beza guelet gantho, da guzet