Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
emgann kergidu

var roc’h Melgorn. Hag en eur zistrei kel laouen hag an heol ouc’h ar zoudarded :

— Brao an taol, Esther e deuz serret dor an ti varnhi. Deomp buan da Arc’hantel gand aoun na glefe ac’hanomp ha na deufe he fri er meaz da c’houzout piou a zo oc’h ober trouz aman.

— Guir a leverez, Kivoron ; deomp buan enn hent.

Ha Kivoron hag ar zoudardet varzu ti ar Prat en eur astenn ho gar.

Kerkent na ma ouent en em gavet enn ti Kivoron a griaz ouc’h ar Prat :

— Digas d’eomp aman, Fransoa Prat, peb a vanne, ha peb a vanne soun. Hasta buan, rak me n’em euz ket a amzer. Hag en eur lavaret se, e reaz eul luchadenn ouc’h ar Prat.

Heman a anavezaz raktal oa eun dra-bennag a nevez gant Kivoron, hag a lavaraz d’ezhan :

— Kemer da amzer, Kivoron, ne c’hedi ket pell.

— Nann, ne garfen ket dale kals, rak me a rank mont er mor fenoz, pe varc’hoaz, e vezo klevet trouz digant Esther. Red eo karout ar c’habiten aman hag he zoudarded kement ha m’her gran, evit distrei evelhen divar va labour.

— Ia, gouzout a ran, eme ar c’habiten, out eur guir republikan.

Ha klevet a rit-hu heman, eme ar Prat, en eur drei varzu mestr ar zoudardet hag en eur ober d’he dro eul luchadenn ouc’h Kivoron evit diskouez d’ezhan en doa ententet mad, hag e talc’hche enn he di ar zoudardet, evit rei amzer d’ezhan da ober he daol ? Da viana ne daio ket ganthan kao ar Prat, hag epad ma vezo eur banne er varakenn e ti ar Prat, soudardet ar republik ne varvint ket gand ar zec’hed.

— Ac’hanta, Kivoron, ne glevez ket ? Setu aman tud ha n’o deuz ket a aoun rak Esther ! Alo, Prat, digas peb a vanne d’eomp da drinka gant Kivoron, rak heman en deuz mall da vont kuit.

— Iec’hed did, Kivoron, eme ar c’habiten en eur drinka.

— Iec’hed da Esther ive, eme ar serjant, ha nerz d’ezhi da skoi stard var chouk he fried, ma ne bak pesk ebed d’ezhi.

— C’houi a zo farserien hag a zo brao d’ehoc’h kaozeal ; mar o piche bet eun Esther evel va hini-me !... Din-me eo mall mont kuit, rak bremaik e chommo va bak er zeac’h.