— Ia, mez ma vez gellet kaout an Aoutrou Poullaouec enn da lestr, e vezi da-unan barnet d’ar maro, ha da c’hrek ha da vugale a ranko mont da glask ho boued. An traou-ze a zo bet embannet d’eomp meur a veach.
— Ma n’euz nemed da c’hrek ha da vugale o viret ouzit, kea enn hent, Jaouen, eme Vari-Jann Kerebel, n’e doa lavaret ger ebed c’hoaz, kea enn hent. Doue ne zilezo biken tud an hini a zo maro oc’h ober ar mad.
— Bennoz Doue did, va fried. Te a zo enn da greiz kaloun ha feiz da bried ar c’habiten Jaouen.
Hag e krogaz enn he dourn, an dour enn he zaoulagad.
— Ne ket avoualac’h lavaret, Kivoron, eme, goude eur pennadik, ar c’habiten Jaouen ; mez penaoz e reimp-ni hon taol ? Te, mechanz, ac’h euz sonjet e kement-se araok dont d’am c’haout ?
— Ia, Jaouen ; setu aman petra am beuz sonjet : Te a ielo da Vrest, eno ez i da di ar c’hommiser hag e tenni da baperou evit mont da Vro-Zaoz da gerc’hat glaou-douar, pe draou-all ; goulen digant ar pennou kenta petra ve ar guella did da zigas ganez evit dirouda anezho ; gra gantho da zen nec’het ; lavar ec’h euz mil boan oc’h esa beva da c’hrek ha da vugale, hag e c’houlennez kuzul digantho evit gellout ober evit ar guella. Pa vezi deuet euz a di ar c’hommiser, gand da baperou, ez i da gaout ar vatouterien hag e laki anezho da furcha da lestr euz ar strad betek bek ar guerniou evit diskouez d’ezho ec’h euz c’hoant da vale dre an hent var eeun. Pa vezo great an traou-ze ganez penn-da-benn, e savi da eor, e laki da liann goel var da lestr hag ez i varzu Bro-Zaoz en eur dremen dre ganol ar Fourn. Etre dek heur ha kresteiz ez i euz a Vrest ; dioc’h ma vezo an avel e laki kals pe nebeut a liann var da lestr, ha pa deui an abardaez, e tostai ouc’h an douar evit beza enn tu-man d’ar Fourn, etro unnek heur pe hanter-noz. Me, euz va zu, ne jommign ket da c’hinaouegi. Epad ma vezi e Brest o lakaat pep tra en urz evit da lestr, me a gemenno an Aoutrou Poullaouec, a lavaro d’ezhan petra a ranko da ober, a zigaso ganen a damm-a-damm ar pez en devezo c’hoant da gas ganthan hag a c’hello dont ganen. Ha neuze, eun dervez ma vezo deisiaded ganeomp, e lavarign d’ezhan en em viska evel eun den divar ar meaz, ha mont, pa vezo noz, d’am gedal var bek karrek Melgorn. Me a raio an neuz da vont da besketa, a ielo euz ar Porz-Doun gand va bak, hag a