— Nann, ne ket kouezet etre he daouarn ; kuzet mad eo, n’eman ket pell ac’halenn.
— N’eman ket pell ac’halenn ! Kement-all a zoudardet a zo bet ouc’h her c’hlask dre aman ! Eur mirakl a berz Doue eo kement-man, a dra zur ?
— Me gredfe avoualac’h.
— Lavar dign e peleac’h eman, rak kredi a ran e vank d’ezhan meur a dra enn he guz ; hag epad m’en devezo ar c’habiten Jaouen eunn tamm bara, ar veleien vad o devezo ive.
— Ia, lavaret a rign did. Mez ne ket eun tamm bara eo a c’houlennan diganez.
— Petra eo ’ta ? Lavar.
— Kabiten Jaouen, hon daou omp ganet e Porspoder ; er memez iliz omp bet badezet...
— Krena a ra da vouez, Kivoron ! Ha ne anavezez ket ar c’habiten Jaouen ? Aoun ec’h euz ?
— Da anaout a ran, Jaouen ? n’em euz ket a aoun ; mez ar pez a ginnigan did a zo ker riskluz !...
— Kivoron, ar c’habiten Jaouen a zo bet azindan meur a daol amzer ; meur a veach en deuz guelet ar mor braz dirollet evit her lounka. Ha klevet ec’h euz en defe biskoaz bet aoun ?
— Nann, Jaouen ; anavezet out gand an oll evit eun den a benn hag a galoun.
— Lavar ’ta neuze dioc’h-tu ar pez ac’h euz da lavaret, rak, gouzout a rez, ni etrezomp kabitened, a gar e ve sentet buan ouzomp.
— Mad, selaou. An Aoutrou Poullaouec a zo kuzet, e kreiz eur bern keuneud, e ti bersoun Larret. Eno eman mad avoualac’h evit eur pennad, mez abarz nebeut aman ne vanko ket da veza dizoloet, hag e karfe beza kaset da Vro-Zaoz.
— En em gavet brao. Va lestr a zo e Brest o c’hedal fret ; va martoloded a zo ho femp euz a Borspoder, ha, dre-ze, e c’hellan kaout fizianz ennno. Mez penaoz a reimp evit kas an Aoutrou Poullaouec d’al lestr, ha gellout her c’huzet ouc’h ar vatouterien ?
— Neuze ’ta ec’h en em lakeez a galoun vad a du ganen evit kas an Aoutrou Poullaouec da Vro-Zaoz ?
— Ha var var a gement-se e c’hellez beza, te hag a anavez keit-all a zo ar Jaouen ?